Kaozeal:Françoise Morvan

Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

D'am soñj ez eo ur fazi bras bezañ bet savet ur bajenn "F. Morvan" er wiki e brezhoneg. Netra gwelloc'h evit kas kudennoù (gwellet ar bajenn meuleudius 'n eus skrivet diwarni he unan er wiki galleg ha n'eus ket tu kemm ken), pa oa sioulaet an traoù amañ dibaoe nebeut a amzer. Ouzhpenn-se ne gred ket din ez eo pouezus a-walc'h an itron-se evit kaout ur bajenn gouestlet dezhi. Kinnig a ran eta e vije diverket ar pennad-mañ! Benoni 21 Meu 2006 da 17:25 (UTC)Respont

Unan eus techoù ar Vretoned eo nac'h komz eus ar c'hudennoù o krediñ eo an doare d'o diskoulmañ. Komzomp eus ar bed tro-dro dimp gant ar binvioù zo etre hon daouarn. Hi a gomz diwar hon fenn, komzomp diwar he fenn. Arabat skrivañ n'eus forzh petra, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 21 Meu 2006 da 18:16 (UTC)Respont
A-du ganeoc'h o-taou. Mat e vefe ren ur gaoz evit en em glevet memes tra war an dezverkoù da vezañ kemeret e kont evit sevel pennadoù diwar-benn tud vev war hor wiki. Un holloueziadur eo Wikipedia, n'eo ket ur gelaouenn. --Fulup 21 Meu 2006 da 22:38 (UTC)Respont
"Hi a gomz diwar hon fenn, komzomp diwar he fenn" a skriv Bianchi. N'on ket gwall sur eo pal an holloueziadur bezañ un arm a-enep da dud zo, gant ma chomfe neptu memes.
Gwir eo, bez e c'heller krediñ komz eus pep tra hep taboù ebet... Met arabat klask jeu evit gwall nebeut ivez. Diouzh ma zu e soñjan e c'hellfemp ober ganti pa vo stankoc'h hor wiki. Daoust d'e renk, e chom gwall vresk c'hoazh. Arabat sachañ tabutoù difrouezh, pa vez ezhomm bouetañ hor wiki gant kement a sujedoù kalz dedennusoc'h d'am menno. Met forzh penaos ne savfen ket a-enep ma vefe tud c'hoant ganto kenderc'hel gant ar pennad-mañ. Met teuk eo a gav din. C'hwil-du siferniet 22 Meu 2006 da 09:38 (UTC)Respont
Bez e c'haller alc'hweziañ ar bajenn mar bez ret, evel er wikipedia gallek. Mat eo ivez displegañ (ha deskiñ) petra a zo bet graet gant tud zo, ha derc'hel d'ur spered neptu. Tostoc'h ha pouezusoc'h d'hon buhez bemdez, siwazh, eo ur pennad evel-hen eget ar re war an Eil Brezel Bed (a gemeran perzh enno), ha Doue 'oar eo un dra bennak a-bouez ivez.Bianchi-Bihan 22 Meu 2006 da 10:40 (UTC)Respont
A-du ganeoc'h holl. Troet em eus frazennoù zo eus ar pennad-mañ er wiki saoznek. Ha kalz plijadur 'meus bet!

--Spudnik 15 Gou 2010 da 18:21 (UTC)Respont

Ar Wikipedia brezhonek n'eo ket un arm (sic) evel-just (penaos e c'hallfe bezañ?) met ur benveg deskiñ. Deskiñ diwar-benn oberennoù er c'hazetennoù gallek a-enep ar brezhoneg ivez. Mat eo d'ar re yaouank gouzout peseurt stourmerien zo er vro. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 12:41 (UTC)Respont

Speredek eo ar plac'h-se, med un "tammig" paranoiak d'am soñj (lennet am-eus e levr "le monde comme si"):)Morgane44

Ne vern he sioù, selaouet e vez, kenañ, gant ar pennoù-bras. Kalz muioc'h eget na vez selaouet ar vrezhonegerien. N'emaomp ket ken e bed ar wirionez, istorel pe sevenadurel, met e bed ar bruderezh. Aze emaomp koll. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 18:35 (UTC)Respont

Ar gwir zo ganeoc'h, Bianchi-Bihan. Ne gomprenan ket perak Melanchon a zo a enep hor yezh ? Ha siwaz F.Morvan zo mignonez dezhañ. Morgane44

Ar respont a vez atav en istor an dud. N'eus nemet lenn o buhez hag o skridoù evit kompren. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Eos 2013 da 20:05 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Françoise Morvan".