Kaozeal:Frankiom
Ar stumm frankiom a seblant din mont re bell evit a sell istor ar ger. Evel m'eo displeget er pennad eo savet evit ober dave d'ar ger Frañs, hag an holl yezhoù all a zo aet war an hent-se. frañsiom eo ar stumm a gaver e Geriadur Martial Menard (nevez-deuet er-maez).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 29 Her 2012 da 19:50 (UTC)
- Frankiom e Geriadur ar Gimiezh. Martial & ar skiantoù : gw. kaozeal Tantaliom.
War divoud Frañs, gw. ar rendaeloù (re) niverus a zo bet, er Wiki-mañ evel e lec'h all. Evit krennañ :
- Frañs < fr: France < nevezc'her latin Francia. Er Grennamzer : Regnum Francurum, kar d'ar germanek Frankreich ( ha da ne: Frankrijk), "riez ar Franked".
Farsus eo gouzout e teu ar ger br:frank(iz) eus ar germaneg frank, "kalonek" ha, diwezhatoc'h, fr:libre. An hevelep ger eo (OldNorse) on:frekkr.
Mat. Moarvat e kavi abeg en anvioù all evel Lawrensiom, zoken pa n'ec'h eus skrivet netra dwb Rutherfordiom (n'emañ ket /th/ e brezhoneg, met diwar anv un den (brudet) e teu hini an elfenn).
Ha Bor/Bohrium/Boriom, petra eo disentez veur Marsialito gaezh, ra vo nevet e anv a-hed kantvedadoù ha kantvedadoù ?
Notenn : un ezel eus skipailh GBAH, TermBret &all on bet pa oant war sevel ; gouzout a ran ervat petra eo tabutal a-zivout ger pe c'her !
Ne vergn, trugarez evit bout skrivet din kent kemmañ tra pe dra. Un adsell a rin evel-just pa'm bo peuzechuet al labour, ha mard out a-du e vo kemeret disentezioù da vat, da c'hortoz kemennadoù all er pajennoù Kaozeal.
Evit poent ez eo gwelloc'h ganin heuliañ GaG (war-bouez *laorañsiom da skouer, a vo "Lawrensiom" < Lawrence), ha *Boriom am eus lakaet da "Bohriom" abalamour d'ar gerdarzh ha d'ar Boriom, a zo un dra all.
Kent disprosiom neuze ! (pe a-raok...)
T42N24T (kaozeal) 29 Her 2012 da 20:38 (UTC)
- Anzav a ran em eus un tamm poan o heuliañ... Menegiñ a rez an alamaneg "Frankreich", met int a ra gant de:Francium (distaget un dra bennak evel /frantsioum/) evit an danvez-mañ; ha piv a yafe da lavaret *Frankez Vallée?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Her 2012 da 08:47 (UTC)