Kaozeal:Fregata andrewsi
- "Fourgadenn Andrews" eo troidigezh rik Fregata andrewsi ; kement ha fr:Frégate de Noël e talvez *Fourgadenn Nedeleg, ar pezh a zo gwall skoemp.
Fourgadenn Andrews
peFourgadenn Enez Christmas
a vefe dereatoc'h a-galz. --90.32.242.145 5 Meu 2016 da 14:27 (UTC)
- E lies yezhoù e vez anvet ar ger "Christmas" er yezh ar vro - e daneg da skouer: Juleø-fregatfugl e-lec'h Christmas-fregatfugl. Evel-henn, perak "fourgadenn Christmas" e-lec'h "fourgadenn Nedeleg"? --Couiros22 (kaozeal) 5 Meu 2016 da 16:00 (UTC)
Evit daou abeg.
1 – Setu amañ renabl an anvioù a gaver buan :
Gwrizienn | Avibase | Wikipedia | Σ |
---|---|---|---|
Enez Christmas | saozneg, spagnoleg, italianeg, norvegeg | katalaneg, gresianeg, perseg, indonezeg, malayeg | 9 |
Andrews | tchekeg, galleg | sougbouaneg, spagnoleg, esperanteg, euskareg, italianeg, portugaleg, roumaneg, winarayeg | 10 |
Kof gwenn | alamaneg, japaneg, nederlandeg, poloneg, portugaleg, sinaeg | sougbouaneg, spagnoleg, esperanteg, euskareg, italianeg, portugaleg, roumaneg, winarayeg | 14 |
"Christmas" troet | daneg, finneg, ruseg, svedeg | 4 |
2 – N'eus anv ebet a gement a vefe testeniekaet e brezhoneg ; dav e vefe neuze chom gant anv skiantel al labous.
Mar fell deoc'h goveliañ unan, koulz ober diwar ar skouer paotañ, ar pezh a rofe Fourgadenn he c'hof gwenn
, ar pezh a zo gwall bounner ; petra hon eus da heul ? Fourgadenn Andrews
, Fourgadenn Enez Christmas
, ha Fourgadenn Nedeleg
– treuzkomprenet e vo hemañ diwezhañ gant forzh pe zen a oar brezhoneg, a-dra-sur (evel an Tad Nedeleg, ne zeu al labous-se war wel nemet da vare Nedeleg ?).
Ma, grit a garot. Evezhiadennoù am eus graet diwar-benn anvioù laboused all a zo bet goveliet a-dreuz ganeoc'h, hag anat eo ne rit forzh ebet.
Un dra a-bouez evelato, da ziwezhañ : daou spered a ranker kaout evit seveniñ labour a-zoare evit un holloueziadur, a zo
- ur spered skiantel a bled gant ar fedoù, ha gant ar fedoù hepken (renabliñ, displegañ, daveiñ) ;
- ur spered yezhoniel a bled gant ar yezh ma tispleger ar fedoù drezhi, pa rank bout komprenet diouzhtu gant al lennerion.
Ne rin evezhiadenn arall ebet. --90.32.242.145 5 Meu 2016 da 17:54 (UTC)
- Na gollit ket hoc'h amzer : ne dalv ket ar boan kas evezhiadennoù na reiñ alioù, ha pa vijent poellek-kenañ...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Meu 2016 da 11:25 (UTC)
Ha neuze? --Couiros22 (kaozeal) 14 Meu 2016 da 11:45 (UTC)
- Ma vijen e plas un den eveldoc'h hag a zo diaes dezhañ ober an diforc'h etre Enez Christmas (Aostralia) ha gouel Nedeleg e serrfen ma beg, sur ha n'eo ket marteze ! O vezañ ma n'oc'h ket gouest da guzhat nag ho tiouiziegezh nag ho prasoni divent klaskit lakaat ul liñsel war ho pleuperezh, da nebeutañ...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Meu 2016 da 12:48 (UTC)