Kaozeal:Friedrich Wilhelm II (Prusia)
Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Kadwalan
Pennadoù Gwilherm Iañ ha Gwilherm II zo. Reishoc'h e ve da'm soñj skrivañ Friedrich Gwilherm e-lec'h Wilhelm amañ ivez m'emañ a-du ar re all--Kadwalan 27 Du 2011 da 20:34 (UTC)
- Frederig Gwilherm kentoc'h (treiñ an anv war e hed). Troet eo bet an anv en holl yezhoù all (war-bouez an estoneg).--Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 20:48 (UTC)
- A-du emaon. Graet e vez alies evit an anvioù rouaned ha priñsed eus an amzer gozh--Kadwalan 27 Du 2011 da 20:58 (UTC)
- Ya, ha darn a ra evit reoù an amzer vremañ ivez, gwelet AMAÑ ;-).--Trec'hlid mitonet 27 Du 2011 da 21:13 (UTC)
- A-du emaon. Graet e vez alies evit an anvioù rouaned ha priñsed eus an amzer gozh--Kadwalan 27 Du 2011 da 20:58 (UTC)
D'am meno eo arabat reiñ re a vod da Gadwalan da "vrezhonekaat" a-hed hag a-dreuz gant aon ec'h adkrokfe kleñved Jord Herbert d'ober e reuz er vro adarre. Prestik e sparlo pennadoù Friedrich ha Wilhelm, evel en deus graet dija. Bianchi-Bihan 28 Du 2011 da 02:57 (UTC)
- Da gentañ eo faos em bije sparlet ar pennadoù Friedrich ha Wilhelm biskoazh. Da c'houde n'eo ket ar memes tra amañ hag e komzer eus titl ar pennad : Friedrich Wilhelm II pe Frederig Gwilherm II--Kadwalan 30 Du 2011 da 00:49 (UTC)