Friedrich Wilhelm II (Prusia)

Friedrich Wilhelm II (1744-1797 ) a voe roue Prusia etre 1786 ha 1797, war-lerc'h e eontr, Frederig Veur.

Poltredet e-tro 1792
E eontr Frederig II Prusia
Bez Frederig Gwilherm II Prusia e kav-bezioù Hohenzollern er Berliner Dom

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

E vuhez Aozañ

Ganet e oa bet d'ar 25 a viz Gwengolo 1744 ha marvet e oa d'ar 16 a viz Du 1797. Mab e oa da August Wilhelm von Preußen (1722-1758)

Dre ma oa margrav Brandenburg e oa ivez kañseller ha priñs-dilenner eus an Impalaeriezh Santel Roman alaman. Ur vuhez a-stroñs a renas, disheñvel diouzh e ziagentad, e eontr Frederig Veur. Lesanvet e oa bet, gant tud Prusia, "Der dicke Lüderjahn" (ar bastard tev).

Dimezioù ha bugale Aozañ

Div wech e timezas.

(1778-1841), merc'h d'an dug-meur Karl II von Mecklenburg-Strelitz, ha tri bugel o doe; addimeziñ a reas e intañvez Friederike ha bugale all he doe;

Serc'hed Aozañ

Meur a vugel en doe gant he serc'h ofisiel, ar gontez Wilhelmine von Lichtenau‎, en o zouez Alexander von der Mark.

Div serc'h all en doe: Julie von Voß ha Sophie von Dönhoff.