Luise von Mecklenburg-Strelitz
Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776–1810), a oa pried Friedrich Wilhelm III Prusia, roue Prusia. Karet e oa kenañ, dremmet eus ar c'haerañ, ha brudet evel ar Rouanez Luise. He barr he brud e voe e-pad ar brezel ouzh armeoù gall Napoleone Buonaparte.
He buhez
kemmañGanet e oa e 1776. Merc'h e oa da Karl II Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklemburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782). Bugelig e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e c'hoar-gaer. Adalek 1786 (10 vloaz e oa) e voe savet Luise hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e Darmstadt. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant Salomé de Gélieu, eus Neuchâtel (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez. Ar galleg e oa yezh an noblañsed alaman uhel etreze, met rannyezh Hessen a gomze ivez, pezh a veze kavet souezhus gant tud Berlin, ha poan he deveze o skrivañ alamaneg difazi. Klav-kerdin ha telenn a ouie son, tresañ a rae, metne oa ket bet skoliadez gwall vat. Ar relijion avat a blije dezhi.
E miz Kerzu 1793 e timezas d'ar priñs danvez-roue Prusia, Friedrich Wilhelm III Prusia hag e teuas da vout rouanez Prusia en 1797. Bec'h he doe o kendrec'hiñ he fried d'ober brezel da Napoleon, pa ne felle ket dezhañ mont a-du gant ar priñs Louis-Ferdinand Prusia hag e vinistr Karl August von Hardenberg.
Mont a reas kalonek da-heul arme Prusia, evit brasañ plijadur ar soudarded, met goude Emgann Jena e rankas tec'hel rak armeoù an alouber. E miz Kerzu 1806 e oa e Königsberg hag eno e tapas an typhus. E miz Gouhere 1807, e-pad Kendiviz Tilsitt e teuas a benn da vout resevet gant Napoleon evit klask skañvaat ar bec'h lakaet gantañ war Alamagn trec'het, hogen en aner.
Tapout a reas droug en he skevent, ha mervel a reas e miz Gouhere 1810, p'edo oc'h ober ur weladenn d'he zad e kastell Hohenzieritz e-kichen Neustrelitz.
Bugale
kemmañDek bugel he doe, seizh a vevas:
- Frederig Gwilherm IV Prusia (1795-1861), a voe roue Prusia
- hag a zimezas en 1823 da Elesbed Ludovika Bavaria
- Wilhelm (1797-1888), a voe roue Prusia hag Impalaer Alamagn
- hag a zimezas en 1829 da Augusta von Sachsen-Eisenach (1811-1890)
- Charlotte (1798-1860),
- a zimezas en 1817 da Nikolaz Iañ (1798-1855), tsar Rusia;
- Karl (1801-1883),
- dimezet en 1825 da Marie von Sachsen-Weimar-Eisenach (1808-?)
- Alexandrine Prusia (1803–1892)
- a zimezas en 1822 da Paul Friedrich von Mecklemburg-Schwerin (1800-1842)
- Luise von Preußen (1808-1870)
- a zimezas en 1825 da Friedrich van Oranje-Nassau
- Albrecht von Preußen (1809-1872)
- a zimezas e 1830 da Marianne an Izelvroioù hag a dorras o dimeziñ en 1849,
- a zimezas en 1853 en-vorganatek da Rosalie von Rauch (1820-1879), savet da gontez Hohenau.
Levrlennadur
kemmañ- Jean-Paul Bled, La reine Louise de Prusse : Une femme contre Napoléon, Fayard, 2008 (ISBN 978-2213638157)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Ar rouanez Luise