Kaozeal:Gae

Evezhiadenn diwezhañ: 16 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Sklaeraat

adkaset diwar kaozeadenn toullgorferzh:

a-hendall on o klak ur ger evit treiñ gay e saozneg (ne servij ket gay e brezhoneg anat eo!). n'oûn ket hag-eñ ez eus ur ger a vez implijet dija, met soñjet 'm eus e vije tu d'ober gant bliv da skwer evel ma reer e kembraeg gant hwyo. petra a soñjez?--Neal 22 Meu 2006 da 11:07 (UTC)Respont

N'eo ket aes. Pa glasker treiñ ar ger gay e brezhoneg en em gaver gant gerioù na lakaont ket da soñjal en heñvelreviaded tamm ebet. Ouzhpenn emañ kudenn an anvioù-gwan zo diaes da implijout da anv-kadarn e brezhoneg. Ret e vije kavout un termen disheñvel-mik met a virfe ar spered zo gant gay e saozneg memes tra. Ret e vije ivez kavout un termen a vefe degemeret gant ar gumuniezh gay brezhonek (din da c'houzout n'int ket gwall frammet evit c'hoazh). Aet eo pell ar ger gay e sevenadur an dud bremañ. Diaes e vo e zistroadañ. Pa n'eus termen gallek ebet kevatal dezhañ ne sant ket an dud an ezhomm da gaout un termen brezhonek evit se. --Fulup 22 Meu 2006 da 11:55 (UTC)Respont
ya, gwir eo. marteze e vije tu d'ober gant gae rak gay a dalv sot evidin e brezhoneg (evel nay)--Neal 22 Meu 2006 da 12:01 (UTC)Respont


D'am soñj e talvezfe ar boan kaozeal etrezomp da c'houzout:

  • ha graet e vez gant ar ger gae e brezhoneg
  • hag ezhomm zo anezhañ
  • ha kefridi un holloueziadur eo krouiñ ur ger ne oa ket anezhañ a-raok.

Ne laran ket se evit enebiñ, met evit anaout soñjoù an dud all. Bianchi-Bihan 25 Meu 2006 da 17:55 (UTC)Respont

lâtr da soñj 'ta. n'eus forzh penaos, krouet eo bet an tremenoù-se nevez zo e galleg diwar ar saonzge, gante ur ster rsis nevez ivez war tachenn ar studioù queer hag a zo komz amañ. ha stusioù zo bet boulc'het war an dachenn-se e brezhoneg? mat e vefe din goût - lennet e vo aketus-tre ganin... pe ret e vefe din gortoz evit ma vefe krouet gant ar bobl un tremen heñvel a-benn gallout kaozeal diwar-benn ar studioù hag arn teoriennoù-se e brezhoneg war ar wikipedia.

krouet ganin eo bet an darn vrasañ eus anvioù ar yezhoù familh a vez kavet war ar wikipedia e brezhong -ha n'eo ket bet lâret netra (nemet e vije bet fazioù, hag ez eus bet, evel-just). an termen eo na blij ket da dud zo pe ar termenoù?

n'eo ket kefrididi un holloueziadur an hini eo met ma hini. ma'z eus una bennak a oar penaos e vije graet eus a tremenoù evel ar re a deu war-lerc'h e brezhoneg ez-houngounel, ra vol lâret din: pansexualité (vs. pangenre), intersexualité, lesbianisme, lesbi-gay, gay, lgt, transgenre.... --Neal 25 Meu 2006 da 20:33 (UTC)Respont

Sklaeraat kemmañ

Marteze e c'hallfed sklaeraat ar frazenn-mañ, a gavan digomprenus a-walc'h: Ouzhpenn-se, gant an termen heñvelreizhour/ez e vez pouezet war an darempredoù reizhel kentoc'h evit ar c'heflusk hag ar stad-den revel (pe identelezh revel). Goude-se un evezhiadennig : ar ger gae (yae e brezhoneg Prosper Proux), n'hall ket bezañ anv-kadarn. Bianchi-Bihan 13 Meu 2008 da 08:01 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Gae".