Gae
Dont a ra an termen gae diwar ar saozneg gay ("laouen,; bliv") hag implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel.
Daoust ha ma c'hell bezañ implijet ar ger-mañ en un doare ledan d'ober dave d'un den heñvelrevel bennak, pe paotr pe plac'h e vefe, peurliesañ e vez implijet evit komz eus paotred nemetken hag implijet e vez termenoù all, evel lesbian-ha-gae pe LGBT evit ledanaat ar ster.
Hiziv e vez implijet muioc'h-mui an termen gae kentoc'h evit heñvelreizhour/ez, dreist-holl gant an dud LGBT o-unan, rak negativel e c'hell bezañ ar ger-se, krouet er penn-kentañ evit deskrivañ ur c'hleñved spered. Ouzhpenn-se, gant an termen heñvelreizhour/ez e vez pouezet war an darempredoù reizhel kentoc'h evit ar c'heflusk hag ar stad-den revel (pe identelezh revel).
Liammoù diavaez
kemmañ
Gwelet ivez
kemmañPorched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |