Kaozeal:Geriadur brezhoneg

Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant T42N24T

Gwelout a ran n'eo ket sklaer anvioù ar geriadurioù.

Petra eo neuze an anvioù ofisiel ? Ha penaos e aozer ar pennadoù ? Ur pennad dre geriadur pe unan evit an 2.
Me 'rafe gant 2 bennad distag. Hag ar bennad Geriadur brezhoneg a vefe evit renabliñ anezho holl marteze. --Y-M D 19 Her 2009 da 09:06 (UTC)Respont

D'am soñj e vo poent ober pennadoù all pa vo kresket ar re a zo gant danvez a dalvoudegezh. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 11:20 (UTC)Respont
Met penaos renkañ an afer neuze ? Penaos dispartiañ an danvez, ar sujedoù ? --Y-M D 19 Her 2009 da 12:27 (UTC)Respont
D'am soñj n'eus netra da zispartiañ, n'eus ket danvez a-walc'h. Skrivañ ar rannbennadoù da gentañ. Gwelout goude. Bianchi-Bihan 19 Her 2009 da 20:32 (UTC)Respont

  • Geriadur brezhoneg a ranker mirout evit daou c'heriadur hollvrezhonek An Here : troidigezh rik Dictionnaire de breton eo o anv, bet diuzet a-ratozh evit abegoù yezhoniel a zleje bout anat d'an holl.
  • Ur geriadur brezhonek eo Geriadur istorel ar brezhoneg, hag an hini nemetañ eo betek-henn, din da c'houzout (an holl c'heriadurioù a denn d'ar brezhoneg zo em c'herz — siwazh).
  • Ar geriadurioù kembraeg/galleg/kerneveureg/iwerzhoneg/saozneg/spagnoleg-brezhoneg n'int na geriadurioù brezhoneg na reoù vrezhonek, geriadurioù divyezhek int.
  • Geriaouegoù zo, met geriadurioù n'int ket kennebeut.

Gwelit termenadur geriadur e GBAH, dres a-walc'h, ha marteze e vo splannoc'h an traoù. T42N24T (kaozeal) 9 Kzu 2012 da 20:42 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Geriadur brezhoneg".