Kaozeal:Gwrac'h (disheñvelout)
Adsavet penn-da-benn e ranko bezañ ar pennad-mañ evit klask lakaat anezhañ da vezañ ur pennad holloueziadurel. Diverket e vo a-hendall a-benn eizhteiz (da lâret eo d'ar 6 a viz Mezheven).--18px Merour (Neal) (Kaozeal) 30 Mae 2007 da 18:28 (UTC)
Tennet kuit an holl danvez geriadurel rik diouzh ar bajenn-mañ, treuzfeurmet e pajenn digejañ. --Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 08:37 (UTC)
- Brav eo al labour "holloueziadurel" komprenet gant tud zo: diverkañ ur pennad peogwir ne blij ket dezho. Bernez Bernioù 4 Mez 2007 da 10:11 (UTC)
Holloueziadur
kemmañAr ger gwrac'h a zo da gentañ penn ur vaouez kozh. Ar sterioù all a zeu diwar ar ster kentañ, hervez an istor. Ret eo kaout ur spered enepholloueziadurel evit lakaat ar ster-se (maouez kozh) war-lerc'h ar re all. Peadra da c'hoarzhin, pe da leñvañ o welet e servij tammig galloud ar verourien da reiñ bri d'an diouiziegezh. Bernez Bernioù 4 Mez 2007 da 10:11 (UTC)
- ha petra eo resis "istor" ar ger hervezout? petra eo an etimologiezh ha stankder an implijoù a-hed ar wezh? daveennoù mar plij. ouzhpenn-se, ne gomzer ket eus istor nag eus etimologiezh ar ger 8n'eo ket ar wikipedia ur geriadur) met diwar-benn an implijoù a-vremañ.--Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 18:38 (UTC)
Ur merour a skriv: Un termen dismegañsus evit ur vaouez kozh eo ar ger "gwrac'h" ivez. Ana lioù personel n'o deus lec'h ebet en un holloueziadur. Bernez Bernioù 4 Mez 2007 da 10:14 (UTC)
dismegañsus, sur ha n'eo ket marteze - ne blij ket na tamm ebet d'am mamm-gaer, hag hi brezhonegerez a-vihanig anezhe (muioc'h evidon, evel-just, ha muico'h ivez evit an Ao. Hemon, anat dit). diaes eo krediñ ivez penaos e c'hellfe bezañ un tremen plijus ur ger hag a dalvez ivez kement ha "sorserez". tud zo n'anav ket ivez istor an holl maouezed kozh lakaet da vervel (a viliadoù) war digarez e oa hñvel bezañ maouez kozh ha gwrac'h. Ha ken disheñvel eo ar brezhoneg diouzh ar c'hembraeg er c'heñver-mañ? ne gav ket din (sellit ouzh n'eus forzh peseurt geriadur kembraek). ret eo lârete ivez e c'hell kemmañ an traoù a-hed ar wezh, ha n'eo ket dre ret peogwir ne oa ket dismegañsus an termene da vare Roparz Hemon (hervezañ atav) an hini eo ma ranker lârete n'eo ket dimegañsus hiziv. Keñveriiit gant an termen "nègre" e galleg: "C’est en vain que quelques philanthropes ont essayé de prouver que l’espèce nègre est aussi intelligente que l’espèce blanche. Quelques rares exemples ne suffisent point à prouver l’existence chez eux de grandes capacités intellectuelles...". Article "Nègre" du Grand Dictionnaire Universel du XIXe siècle, Larousse de 1872 Pe marteze n'eo ket hennezh un termen dismegañsus ivez? A galon --Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 18:36 (UTC)
- Ne blij ket d'am mamm-gaer zo un arguzenn dispar. Ar chas ne blijont ket d'am hini. Ma yafes war ur wikipedia all gant ur seurt arguzenn e lakfes betek ar chas da c'hoarzhin.
- Keñveriañ gwrac'h ha nègre zo ken skiantel all. Met n'on ket souezhet: ne c'hallez ket kavout gwelloc'h. 87.90.221.65 6 Mez 2007 da 05:53 (UTC)
Trugarez Neal
kemmañSetu ur wir bajenn digejañ o pinvidikaat implij an holloueziadur. Er c'hontroll da vBianchi-Bihan alias Bernez-Bernioù, en deus komprenet mat Neal petra eo un holloueziadur! Benoni (Kaozeadenn) 4 Mez 2007 da 13:44 (UTC)
- Gwir eo: war-lerc'h ar freuz e ranker trugarekaat.
- Asinus asinum fricat.
- Dalc'h ma me gigno, an hanter eus ar c'hroc'hen az pezo. 87.90.221.65 6 Mez 2007 da 05:55 (UTC)
- hm, ne vefe ket hennezh an hevelep implijer bet stanket e gont dindan un IP dianav?--Neal (Kaozeal) 6 Mez 2007 da 06:48 (UTC)
Trugarez da Neal ha Benoni
kemmañMat eo deoc'h ha d'an holl lennerien muzuliañ an distruj graet d'ar pennad ha gwelout pegement a zanvez zo bet taolet d'al lastez. K***, hervez Benoni. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gwrac%27h&diff=173977&oldid=93115. Bernez Bernioù 7 Mez 2007 da 08:47 (UTC)
- N'eus bet diverket netra: treuzfurmet eo bet ar bajenn-mañ en ur bajenn digejañ ha kaset ar pezh a oa holloueziadurel e pennadoù all. Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 08:55 (UTC)
evezhiadennoù all
kemmañ- Catholicon : Groach = maouez kozh, hep tamm sorserezh ebet. --2A01:CB08:8913:1900:1910:E38A:4A47:7F1B 8 Eost 2022 da 19:01 (UTC)
- Digarez deoc'h tudoù, aet on re vuan. Adanvet 'vo ar pennad evel ma oa a-raok a-benn nebeud. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 19:16 (UTC)
- N'eo ket splann ar ster memestra. Gant ar c'hembraeg hag ar c'herneveureg e vez adkavet ar ster "sorserez" gant o ger "gwrach" ha gwragh". Ar ster mañ a zo kozh-noe ivez. Undenbennak (kaozeal) 8 Eost 2022 da 19:20 (UTC)
- N'eus ket ezhomm kemm ar bajenn evel m'emañ. Ur bajenn disheñvelout eo. Anv zo eus ar ster maouez kozh hag eus ar ster sorserezh ivez a gav din