Gwrac'h (disheñvelout)


Ur wrac'h zo ur vaouez kozh gant galloudoù hud a-wezhioù.

  • Brudet eo ar gwrac'hed da vezañ desket, war al louzoù dreist-holl. N'eo ket sur e vije gwall sirius an deskadurezh-se atav avat, rak diouzh ar c'hrennlavar: Palastr ar wrac'h Ne ra na droug na mad.
  • Gwechall e veze graet gwrac'h an holen eus ar vaouez a zouge ar bugel bihan a-us d'ar maen-badez, pa veze roet holen dezhañ gant ar beleg.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwrac'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Goapaerezh

kemmañ

Un tamm dismegañsus e c'hall bezañ ar ger-se a-wechoù. Goap a vez graet alies ouzh ar gwrac'hed, aliesoc'h gant paotred, eget gant merc'hed yaouank.

  • Kaozioù gwrac'hed a zo kaozioù didalvoud.

Sterioù all

kemmañ

Ur wrac'h zo ivez:

  • ur boud er mojennoù :
    • ur sorserez, gwelout gwrac'h
    • ur wrac'h-vor zo ivez ur vari-vorgan
    • gwrac'h ar Sadorn da noz, zo ur wrac'h a deu en tier ma vezer o labourat enne d'ar c'houlz-se
    • noz ar wrac'h, a zo an noz diwezhañ a viz Genver
  • pesked:
    • ur pesk anvet gwrac'h, pe Labrus bergylta,
    • ur wrac'h-koad, zo ur pesk bras, Polyprion americanus,

Ouzhpenn-se e vez implijet ar ger evel anv-gwan:

  • bezañ gwrac'h gant un dra zo bezañ sot gantañ.

Levrlennadur

kemmañ