Gwrac'h (hud)
*Ur pennad gwrac'h zo, diwar-benn holl sterioù ar ger.

Mirdi Galdiano,
Madrid.

Ur wrac'h (pe sorserez a-wechoù) zo ur vaouez kozh (met yaouank ivez a-wechoù) ha dezhi galloudoù hud. Meur a seurt gwrac'hed zo, hervez ar broioù hag an amzerioù.
GerdarzhAozañ
Ar ger gwrac'h (pe gwrach e kembraeg) a dalv kement ha maouez kozh. Ar ger sorserez a deu eus an anv latin sortarius, sorser, an den a lavar sortoù, da lavarout eo mallozhioù, eus ar ger latin sors, sortis, a dalv diougan, ha da-heul, planedenn. En alamaneg e lavarer Hexe, diwar ar gregach aix, a zo gavr. E gregach avat e veze lavaret stryx, en latin striga -ae , ha diwar-se stria, strega en italianeg, estrie en galleg. Sorgin e euskareg. Bruja e spagnoleg a deu eus ar ger galizek bruxa, a deufe eus ur ger iberek bruixa.
Orin ar gwrac'hedAozañ
Krediñ a reer e oa ar gwrac'hed kentañ maouezed a ouie diouzh an natur hag an dud en-dro dezho. Ma ne ouient ket lenn e ouient diouzh ar plant hag al louzoù, e c'hallent pareañ, hag e tistagent gerioù hud en uraozañ o louzeier.
Diouzh frouezhusted ar vaouez eo dazont ar ouenn. Amiegez e oa ar wrac'h alies, ha brudet da c'houzout kevrinoù ar vuhez hag ar marv, ar yec'hed hag ar c'hleñved.
GalloudoùAozañ
Er mojennoù e c'hall ar gwrac'hed nijal, war gein ul loen, ur bouc'h alies (arouez an diaoul) pe ur valaenn.
Bec'h d'ar gwrac'hedAozañ
Er Grennamzer e veze graet brezel didruez ouzh ar gwrac'hed gant an Iliz dre ma oant gwelet evel enebourezed ar relijion, ha mignonezed an Diaoul. Kondaonet e vezent da vezañ devet peurvuiañ. Ur skouer brudet eo hini Janed Ark, kondaonet dre ma oa gwrac'h.
Deviñ gwrac'hedAozañ
KembreAozañ
E lennegezh-pobl Kembre ez eus kaoz eus gwrac'hed. Setu anvioù un nebeud anezho:
- Ceridwen en Hanes Taliesin,
- Naw Widdon Caerloyw. Gwiddon zo ur ger kozh evit 'gwrac'h'.
- Gwrachod Llanddona, e Môn
- Gwrach y Rhibyn.
Euskal HerriaAozañ
Brudet eo sorgiñak ar vro, a en em vode, a lavarer e kevioù Zugaramurdi, e menezioù Nafarroa.
Gwrac'hed brudetAozañ
- Janed Ark zo bet barnet ha devet evel gwrac'h.
SkeudennoùAozañ
Gwrac'hed kozhAozañ
Gwrac'hed yaouankAozañ
Ar Peder Gwrac'h gant Albrecht Dürer. .