Ar vandragon zo ur spesad plant a gaver war holl aodoù ar Mor Kreizdouar ; Mandragora officinarum a gresk en Italia an Norzh hag e Slovenia, Mandragora autumnalis er peurrest eus an annezva.

Ar vandragon
Hortus sanitatis
Jacob Meydenbach
1491

Ar ger « mandragoun » a gaver e Geriadur Gregor, eus al latin mandragoras diwar an henc'hresianeg μανδραγόρας mandragoras.

Brudet eo ar vandragon dre vojennoù ma reer anv eus he galloudezhioù dreistordinal. En abeg da stumm denheñvel ar gwrizioù eo bet liammet ouzh kredennoù ha lidoù hud.