Kaozeal:Gwreskanv

Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Prieladkozh

Memes en arabeg ez eo "FIFA" [1]. Daoust ha "troet" e vo "NASA" hag "Unesco" ivez?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Eos 2014 da 07:44 (UTC)Respont

Memes en arabeg ? Memes en arabeg ! Pe zoare den a zo gouest da skrivañ traoù ken runkunus e 2014 ?
Na zeuit ket da c'hoari ho kazh-gleb oc'h ober van da gompren e oa bet boulc'het ar pennad Kevread Etrebroadel Football Association hep goût deoc'h. Kemmet e oa bet ar pennad Kib vell-droad ar bed d'ar 27 a viz Mezheven 2014 o cheñch
"[...], prezidant Kevread Etrebroadel ar Vell-droad (KEME), [...]"
e
"[...], prezidant Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA), [...]".
Deuet e oac'h d'ar 4 a viz Gouere da-heul d'ouzhpennañ un draig bennaket ha n'ho pije ket gwelet ar c'hemm a ra deoc'h souezhañ bremañ. C'hwi hag a vez ken lemm ho taoulagad diouzh boaz ? Ma botez ! Gevier, gwallvruderezh, pilpouzerezh ha bremañ gouennelouriezh : nag un daolenn !--Prieladkozh (kaozeal) 16 Eos 2014 da 14:28 (UTC)Respont
Ma Doue bisiklet! "Gouennelouriezh" bremañ! Koulskoude ne oa netra da gompren ouzhpenn ar pezh a weler war al liamm roet ganin. A-douez ar 6 yezh a gaver war lec'hienn ofisiel an aozadur, betek an hini bellañ diouzh hor boazioù-ni, an hini nemeti na vez ket skrivet gant al lizherenneg latin, d.l.e. an arabeg, e vez graet gant "FIFA" (ha gant lizherennoù latin).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Eos 2014 da 07:21 (UTC)Respont
Gwelloc'h ganin lenn kement-se !
Ha, dreist-holl, na rit ket bil : pa gouezho kurun FIFA warnon ne vin ket ma-unan-penn :
  • Federació Internacional de Futbol Associació (Català),
  • Ffederasiwn Rhyngwladol y Cymdeithasau Pêl-droed (Cymraeg),
  • Federação Internacional de Futebol (Português),
  • Federația Internațională de Fotbal Asociație (Română),
  • Nemzetközi Labdarúgó-szövetség (Magyar).--Prieladkozh (kaozeal) 17 Eos 2014 da 07:56 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Gwreskanv".