Kaozeal:Heniochus intermedius
Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Prieladkozh
anv gallus war renk: Bannielpesk Mor Ruz
en:Red Sea bannerfish ha nl:Rodezeewimpelvis --Couiros22 (kaozeal) 4 Du 2015 da 14:50 (UTC)
- Ha 紅海馬夫魚 e sinaeg !--Prieladkozh (kaozeal) 4 Du 2015 da 15:00 (UTC)
- Pe hen (kozh), iochus (pesk) intermedius (krenn) = henbesk krenn, barzhonius kenañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Du 2015 da 15:07 (UTC)
- Un anv all zo e saozneg : Butterflyfish. Neuze pesk-amann, kement ha ribotat barzhoni. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Du 2015 da 15:13 (UTC)
- Nann: butterflyfish = pesk-balafenn ;-) --Couiros22 (kaozeal) 4 Du 2015 da 16:39 (UTC)
- 紅海馬夫魚 (hóng hǎi mǎ yú) = "pesk pried marc'h-mor ar Mor Ruz" hervez kement geriadur sinaek am eus kavet en-linenn, sed a zo barzhoniel da vat. Met furoc'h eo chom gant an anv skiantel testeniekaet – ha fur eo ivez chom hep ober goap eus un implijer, pa ne zegas netra da Wikipedia. — Rudlamot (kaozeal) 4 Du 2015 da 18:45 (UTC)
- "Met furoc'h eo chom gant an anv skiantel testeniekaet" emezit-hu ? dres pezh a zifennan abaoe mizvezhioù ha mizvezhioù ! Met ken fur all e vefe ivez ma ne raje ket goap an hevelep implijer ouzh kement evezhiadenn dalvoudus kaset dezhañ... Tud a zo amañ hag a gas an darn vrasañ eus o amzer o reizhañ ar sotonioù a bep seurt degaset gant an implijer a grog e anv gant C hag a echu e anv gant... ouiros22. "Na lammit ket war ar re nevez-deuet" a c'houlenn Wikipedia. Mat eo din, ya ! Ha petra ober gant un den ha ne wir mann ebet, un den hag a ra van ouzh kement goulenn a zaveoù savet outañ, hag all, hag all... M'ho peus un diskoulm bennak, lârit hardizh 'vat, rak vad a raio din da nebeutañ !--Prieladkozh (kaozeal) 4 Du 2015 da 20:18 (UTC)
- 'Mañ ar gwir ganeoc'h, 'm eus aon. Ne ouzon ket petra ober gant tud a labour evito o-unan kentoc'h eget ober evit lennerien un holloueziadur digor d'an holl. Siwazh, n'eo ket Couiros22 ar standilhon/specimen nemetañ er Wikipedia brezhonek.
- Lennet em eus en ul lec'h bennak e oa deuet un implijer(ez) da glask degas skiant-vat dezhañ ha kompezañ an traoù (Eurêka ! Kaozeal:Eulemur cinereiceps), met difrouezh eo chomet (h)e strivoù, anat eo. Ma, labour ar verourien eo bremañ.
- Chomomp war an tu mat koulskoude : da nebeutañ ez asant C22 e vefe reizhet e labour ! Met kement a labour-reizhañ zo d'ober er Wiki-mañ koulz e-keñver danvez hag e-keñver yezh ma vez diaes kavout amzer da sevel pennadoù sonn ha divrall.
- Ne c'heller ket lavaret kenlabourat da sevel un holloueziadur pa ziouerer ar barregezh da genlabourat ha d'en ober gant ur spered skiantel, aze emañ an dalc'h da'm meno. — Rudlamot (kaozeal) 4 Du 2015 da 20:52 (UTC)
- ... ha fur eo ivez chom hep ober goap eus un implijer, pa ne zegas netra da Wikipedia. Fur e vefe d'ar re a embann kement-se ober hervez o c'homzoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2015 da 06:10 (UTC)
- Gast! --Couiros22 (kaozeal) 5 Du 2015 da 07:55 (UTC)
- Ha goude bezañ skrivet "Gast!" ?--Prieladkozh (kaozeal) 5 Du 2015 da 08:38 (UTC)