Kaozeal:Hent ar Seiz
Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Trec'hlid mitonet
Souezhus eo ar bennlizherenn e Seiz. Un danvez eo. --Kadwalan 4 Her 2011 da 20:52 (UTC)
- Adkavet e vez e meur a yezh (saozneg, kembraeg, esperanteg: en:Silk Road, cy:Ffordd y Sidan, eo:Silka Vojo, ha reoù all c'hoazh, katalaneg...), met n'ouzon ket perak.--Trec'hlid mitonet 5 Her 2011 da 07:26 (UTC)
- Peogwir ne reer ket er yezhoù-se hervez reolennoù lizherennañ an fr:Imprimerie nationale (France). Hervez an aozadur-se e ranker skrivañ e galleg "Parti socialiste", "Age du fer" pe "Route de la soie" pa vez anvadurioù evel-se, savet diwar meur a c'her. E yezhoù all e lakaer lizherennoù bras e deroù an holl c'herioù, war-bouez ar gerioù bihan evel ar gerioù-mell pe an araogennoù. Er skridoù gallek ne ra ket an holl gant reolennoù an "Imprimerie Nationale" avat ha stank eo ar c'helaouennoù pe al levrioù ma c'haller lenn "Parti Socialiste", "Premier Ministre" pe "Âge du Fer", e-lec'h "Parti socialiste", "Premier ministre" hag "Âge du fer". Er broioù gallek all ne reer ket kennebeut diouzh ar reolennoù-se (sellit ouzh fr:Comparatif des différents codes typographiques francophones). Er skridoù brezhonek e kav din e kaver peurliesañ titloù skrivet evel m'emañ ar boaz e broioù all ("Ofis Publik ar Brezhoneg", kentoc'h eget "Ofis publik ar brezhoneg", evel fr:Office public de la langue bretonne). Kenkoulz heuliañ ar boazioù-se, kentoc'h eget re an Imprimerie Nationale. --Llydawr 5 Her 2011 da 10:31 (UTC)
- Kompren a ran. Koulskoude e kav din ne vez ket heuliet an doareoù lizherennañ-se e brezhoneg peurliesañ. Kaoz a oa bet eus an dra se en davarn db Oadvezh ar maen/Maen hag ar skouerioù a ziskoueze e vez graet kentoc'h gant lizherennoù bihan pa vez anv eus un danvez el levrioù skol istor, da skouer. Lenn a ran ivez "Hent ar seiz" e Geriadur an Here, er pennad "seiz".--Kadwalan 5 Her 2011 da 12:17 (UTC)
- Evit ul lenner boas e vo dav kaout ur reizhiad simpl hag eeun evit an titloù (ar memes kudenn a zo ivez gant ar barrennoùigoù-stagañ). Ma ne gaver ket ar pennad abalamour ma vank ur bennlizherenn ne vo ket fin. Evel-just e c'haller ober adkasoù ("Aodoù-An-Arvor", "Aodoù-an-arvor", "Aodou an Arvor", "Aodoù An Arvor", "Aodoù an arvor" a gasfe da "Aodoù-an-Arvor"...), met pounner eo evel-just. Evit an anv-mañ, e kav din e vije kentoc'h "Hent ar seiz", nemet hag implijet eo evel un anv divoutin.--Trec'hlid mitonet 6 Her 2011 da 19:35 (UTC)
- Kompren a ran. Koulskoude e kav din ne vez ket heuliet an doareoù lizherennañ-se e brezhoneg peurliesañ. Kaoz a oa bet eus an dra se en davarn db Oadvezh ar maen/Maen hag ar skouerioù a ziskoueze e vez graet kentoc'h gant lizherennoù bihan pa vez anv eus un danvez el levrioù skol istor, da skouer. Lenn a ran ivez "Hent ar seiz" e Geriadur an Here, er pennad "seiz".--Kadwalan 5 Her 2011 da 12:17 (UTC)
- Peogwir ne reer ket er yezhoù-se hervez reolennoù lizherennañ an fr:Imprimerie nationale (France). Hervez an aozadur-se e ranker skrivañ e galleg "Parti socialiste", "Age du fer" pe "Route de la soie" pa vez anvadurioù evel-se, savet diwar meur a c'her. E yezhoù all e lakaer lizherennoù bras e deroù an holl c'herioù, war-bouez ar gerioù bihan evel ar gerioù-mell pe an araogennoù. Er skridoù gallek ne ra ket an holl gant reolennoù an "Imprimerie Nationale" avat ha stank eo ar c'helaouennoù pe al levrioù ma c'haller lenn "Parti Socialiste", "Premier Ministre" pe "Âge du Fer", e-lec'h "Parti socialiste", "Premier ministre" hag "Âge du fer". Er broioù gallek all ne reer ket kennebeut diouzh ar reolennoù-se (sellit ouzh fr:Comparatif des différents codes typographiques francophones). Er skridoù brezhonek e kav din e kaver peurliesañ titloù skrivet evel m'emañ ar boaz e broioù all ("Ofis Publik ar Brezhoneg", kentoc'h eget "Ofis publik ar brezhoneg", evel fr:Office public de la langue bretonne). Kenkoulz heuliañ ar boazioù-se, kentoc'h eget re an Imprimerie Nationale. --Llydawr 5 Her 2011 da 10:31 (UTC)
N'eo ket sklaer bepred er yezhoù all kennebeut, ober a ra WP gallek gant fr:Route de la soie met diouzh an tu all e reont gant fr:Route du Sel.--Trec'hlid mitonet 7 Her 2011 da 09:01 (UTC)