Kaozeal:Hieroglifoù Egipt
Mar plij, ho pet ar vadelezh da chom hep ouzhpennañ fazioù er pennad-mañ o soñjal degas reizhadennoù ennañ. Gwiriit en ur yezhadur a-raok kemm tra pe dra peogwir oc'h souezhet gantañ. N'eo ket peogwir ne rit ket c'hwi gant stumm pe stumm pe troienn pe droienn n'eo ket reizh evit kelo-se. A-hend-all ez eus tu da implijout ar bajenn-mañ ivez evit displegañ e soñj.
- Ne vez ket lakaet a c'herioù-mell dirak an anvioù broioù brezhonek (Europa pe An Europ met ket An Europa). Neuze e vo graet gant Egipt ha neket gant an Egipt zo direizh.
- Kemmadur a vez graet en anvioù-gwan goude an anvioù tud gourel : Aleksandr Veur zo reizh evel Karl Veur, Alan Varvek, Youenn Vras hag all.
- Implijout a ran ur brezhoneg "klasel" a glot, da'm meno, gant live yezh neptu ur c'helc'hgeriadur. N'eo ket dav degas stummoù rannyezhel ennañ just evit ar blijadur eta. Trugarez
Fulup 5 July 2005 13:20 (UTC)
Or bern fôtchou so ban destenn, ha ne lâran ked troiennou droch ha n'int ked brezoneg anehe.
-Ejipt vé lâret, an Ejipt ha nompass Egipt ! Ga pîw vé laret kement-mañ ? ga dén e-béd.
Hag evid echui : toud an trow e brezoneg so "rannyez(h)el", ar brezoneg a so kenniget amañ n'é ked 'med on doère meskaj soñjou galleg ga geriou "brezoneg" (pa n'é ked gériou droch bét forjet n'eus forzh penôs).
Dén e-béd so dléet dehoñ heulio reolenn or skipaill a vefe "di-si", pîw so di-si ? na me na hwi. A-du on ga' Neal, réd é choaso ar gériou a-rôg kemer anehe hép soñjal. Re an Here n'int ked doueed anehe.
Lip-Chopin 5 July 2005 18:28 (UTC)
Implij ar ger zaozneg e-leh ar ger galleg : se zo beza snob. Dreist-oll pa vez lavared "nippon" pe "nihon" gant tud ar vro !
me gave din e oa un doare emglev etrezomp-ni holl da chomp hep cheñch gerioù pe doare-skrivañ ar pennadoù bet savet gant ar re all. ha ma n'eus ket dioutañ e kav edin ne vefe ket un dra fall. reizhañ traoù zo un dra (d.s. *ur ki > ur c'hi) met cheñch evit sachañ an traoù war un tu ideologel (forzh pehini e vefe) a zo un afer all (ex. egipteg > ejispianeg). pep hini zo dieub da choaz an temoù a fell dezhañ ha da implijout an doare brezhoneg a fell dezhañ ivez. na grogomp ket ur wech all gant un doare brezel cheñch-dicheñch pa van kemend-all a labour war ar stern c'hoazh. 81.60.240.141 6 July 2005 07:37 (UTC)
-Plijet on o welet kement a dud dedennet gant ar hieroglifoù e Breizh. Ken plijet all o welet eo bet burutellet, c'hwennet ha studiet pishoc'h plas kement virgulenn em zammig pennad eget ma vije bet graet d'un destenn da vezañ kinniget d'ar vachelouriezh. Muioc'h a blijadur am befe c'hoazh, sur, ma vije doujet da'm dibaboù yezh. Evel-se, e lec'h tremen ma amzer oc'h adlakaat ma fennad e c'hallfen lakaat muioc'h a nerzh war an treiñ pennadoù all. Evel-se c'hoazh ho pefe ar blijadur da lenn muioc'h a draoù diwar-benn un danvez oc'h deuet da vezañ sot ganti evit doare. Un tamm doujañs mar plij, pa n'on ket aet me da cheñch kement ger zo er pennad "machinalave" war zigarez ne ran ket gant ar ger-se pa gomzan brezhoneg. Trugarez d'an holl. Fulup 8 July 2005 08:25 (UTC)
ur c'hinnig n'eo ken hennezh, met marteze e vefe mat cheñch an tremenoù o tennañ d'an distagadur implijet er pennad-mañ evit ma kenglotfent gant ar re implijet er pennad diwar-benn ar c'henosnnenoù hag all hag evel-se e vefe tu d'al lennerion/ezed mont da wiriekaat dre liammoù diabarzh penaos eo sañset bezañ distaget ar c'hensonennoù en epiteg. Goût mat a ran n'emañ ket a-du gant ar choaz gerioù bet graet ganin evit ar pennadoù diwar-benn ar fonologiezh ([1], [2], [3], [4])hag all dreist-holl dre ma ne glotont ket gant re an Here, met d'am soñj e vefe hennezh ur c'hinnig poellek evit mont-en-dro ar wikipedia. A-hnd-all e vefe tu da vont da cheñch an tremenoù bet implijet ganin evit ma klotfent gant ar re implijet gant geriadur an here. ne ra forzh, met aezetoc'h e vefe ober hervez ar c'hinnig kentañ d'am soñj. Neal 8 July 2005 08:51 (UTC)
Neal, n'on ket a-enep tamm ebet e vefe gwellaet ar pennad war ar poent-se. N'eus ket ac'hanon un arbennigour war ar fonologiezh na pell alese. Pa'm eus e droet diwar ar saozneg ne oa ket peadra ganin er gêr da wiriekaat kement termen zo hag anzav a ran n'on ket chomet pell-pell gant an termenoù-se. Graet em eus gant ar pezh a oa em fenn. C'hoant em boa stagañ ganti gant ar wiki evit gwelet peseurt spered a oa o ren tro amañ. N'on ket bet dipitet ! Taolet em eus ur sell war da bennadoù, n'on ket spontet gant da ginnigoù. Te a welo petra zo da cheñch, gallout a rez adkavout ar pennad saozneg orin evel-se e c'halli keñveriañ gant an termen orin resis. Evit un termen, dreist-holl, e oan bet lakaet diaes "ejective". War an taol em boa troet gant "strinket", ne oan ket gwall laouen, met n'em eus ket klasket pelloc'h. Un evezhiadenn hepken war da ginnigoù, evit "assimililation" e kav din eo diazezet madik an termen "hevelebekadur/hevelebekaat" e brezhoneg. Implijet e vez kalz e skol-veur Roazhon, da skouer. A-hend-all, n'eo ket e vefe un azeuler daonet ac'hanon eus kement tra zo bet graet gant An Here met klask a ran lakaat ma freder e krouidigezh ur genyezh a c'hallfe bezañ rannet tamm-ha-tamm gant an holl vrezhonegerien a-vremañ. Setu perak e klaskan teuler evezh ouzh ar pezh zo bet embannet pe krouet a-raok ha, dreist-holl, peseurt dibaboù a gaver er geriadurioù zo oberennoù dave a c'hall an holl en em harpañ warno hag a ya da stummañ tamm-ha-tamm, dre o levezon war ar yezh komzet (ha skrivet) a-vremañ, ar genyezh-se. Re alies eur techet e Breizh da sevel termenoù pe droiennoù nevez pa vefe kenkoulz, peurliesañ, adimplijout traoù bet diazezet gant hon diaraogourien. Mont a ran e vakañsoù, gra evit ar gwellañ evit an termenoù a denn d'an distagañ. Spi am eus hepken ne adkavin ket ar pennad-mañ disleberet ur wech ouzhpenn gant danvez talibaned a gred dezho bezañ en anv ar bobl evel ma labour lod en anv doue, hep morse goulenn hec'h ali digant ar bobl a lavaront komz en hec'h anv. Fulup 8 July 2005 16:40 (UTC)
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Hieroglifoù Egipt
E pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an tu gwellañ da aozañ endalc’h war Wikipedia. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant re all penoas gwellaat Hieroglifoù Egipt.