Kaozeal:Iliz an Drinded (Kerfeunteun)

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Difaziadurioù droch

Da Wiler-Porc'hoed e kas daveennoù an infobox. — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Her 2018 da 10:41 (UTC)Respont

Graet Reizhet. — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Her 2018 da 12:18 (UTC)Respont

Difaziadurioù droch

kemmañ

Ezhomm am eus kompren :

  • penaos "iliz parrez Kerfeunteun" a c'hell bezañ lakaet da "iliz-trev" ;
  • perak eo gwelloc'h skrivañ "Yeze" pa'z eus ur pennad Yese er Wiki ;
  • ha perak eo gwelloc'h "pieta" pa'z eus ur bajenn Pietà

Po'low (kaozeal) 15 Her 2018 da 09:56 (UTC)Respont

« Difaziadurioù droch » (sic). Yes. Salud deoc'h, da gentañ.

  • Parrez / trev : trawalc'h e oa goulenn digant eskopti Kemper ; ur barrez hepken zo e Kemper abaoe ma 'z eo bet adaozet ar c'horn-bro (1960 gant ar Stad, a vare da vare betek 2017 gant an Iliz), hag un iliz-trev eus parrez Kemper St-Kaourintin eo Kerfeunteun.
  • Yese / Yeze : arabat eo ankouaat ne c'hall ket un holloueziadur bout un dave evitañ e-unan ; "Jessé" zo un adstumm eus "Isaïe" e galleg (tad David, I Samuel XVI), gant ur meskaj s/z, *Yeshaia e brwiki (pe *Izaia, pa gas Levr Yeshaia da Levr Izaia), *Izaia en holl droidigezhioù brezhonek eus an Testamant Kozh war-bouez hini An Tour-Tan (Yeshaia) — a be lec'h e teu *Yese ? Eus troidigezh Maodez Glanndour hepken. Kempoell e vije ar c'houblad *Izaia / *Yeze (ha *Yese / *Isaia, gant gwir abeg e-keñver an hebraeg), met /s/ zo en holl yezhoù am eus kavet diwar-benn ar wezenn ; bezet pe vezet, ma fazi eo *Yeze moarvat, pa 'm eus droukvesket gant "Yuz-" peogwir emaon o labourat war ar yuzevegeh, ar yuzevien hag all. Ho tigarez a c'houlennan.
  • Pieta / Pietà : GFBMM a ro "pieta" evit "pietà", met ar ger italianek zo bet miret en darn vrasañ eus ar Wikioù, neuze chomomp gant an italianeg.

Reizhit eta ar pezh a gavit direizh, met doareoù sevenoc'h zo da c'houlenn displegadennoù evit kenlabourat er raktres. A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 15 Her 2018 da 12:27 (UTC)Respont

Fent? Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Her 2018 da 19:53 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Iliz an Drinded (Kerfeunteun)".