Kaozeal:Impalaeriezh roman ar Reter

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Lekemok e kaozeadenn Kemmadurioù

War geriadur Vallée (p. 87) e kaver termenoù savet war Buz- evit Byzance. Buzantion (ar gêr), Buzantad/Buzantiz (annezidi); buzantat, buzantek, buzantel (perzhioù Buzantion). Heuliet em eus anezhañ evit poent war ar pennadoù a denn d'ar c'hantvedoù. Mat e vefe kemer un diviz war an anv pouezus-mañ a vo adkavet un tammig dre-holl er c'helc'hgeriadur. --Fulup 17 Kzu 2005 da 20:37 (UTC)Respont

  • War geriadurioù Roparz Hemon ha war hini Delaporte e kaver ar stumm Bizantion, ur brezhonekadur eus ar stumm gresianek Buzantion. Ar stumm Bisañs a gaver e geriadur Favereau met n'eo ket ar stumm-se eo a gaver peurliesañ en testennoù skrivet e peurunvan. Ha diwar Bizantion e kaver ar gerioù deveret Bizantad, bizantat.--Llydawr 17 Kzu 2005 da 22:00 (UTC)Respont

Evidon-me ret eo pegañ ouzh an deskadurezh divyezhek ha klask a ran e-touez dornlevrioù TES da gentañ-holl pa skrivan war an istor. Hag ur tech a vez kavet e-barzh : evit traou dibaot chom hep ober gant stummoù re "ouiziek". Ober a reont gant Bizañs, Bizantad, Bizantiz. (Istor-Geografiezh, Vvet, TES, 2001, troet diwar dornlevr Hatier gant Pêr Drezen). Marteze e vefe da rebechiñ, met ret eo ivez mirout en hor fenn e labouromp evit ar skolajidi hag al liseidi. Evit bezañ klok, diforc'hadoù termenadur a zo etre geriaouegi Diwan ha dornlevrioù TES. --Ch. Rogel 18 Kzu 2005 da 19:02 (UTC)Respont

  • M'eus aon, n'eus ket gant TES ur gwir "preder" war an dermenadurezh, dreist-holl war dachenn an istor. Cheñch a ra ar stummoù implijet a levr da levr, hag alies-kaer, e-barzh an hevelep levr e c'haller lenn traoù disheñvel, hervez an dud bet savet pennad pe bennad ganto. Da'm meno e ranker kemer e kont kement zo bet skrivet betek-henn (traoù TES ivez evel-just) ha klask gwelet petra zo ar muiañ en implij dre skrid. Gant TES e vez degaset cheñchamantoù diezhomm alies ivez. --Fulup 18 Kzu 2005 da 22:26 (UTC)Respont
  • E levr Istor-Geografiezh TES 6vet, troet gant P. Drezen diwar ul levr embannet gant Hatier e 1996, e kavan ar stummoù-mañ : Bizantion p. 61, Byzantion p. 117, Bizantion p. 152.--Llydawr 2 Ebr 2006 da 20:11 (UTC)Respont

Titl

kemmañ

Er pennadoù e yezhoù all e reer peurvuiañ gant traoù evel "Impalaeriezh Bizantion" pe "Impalaeriezh vizantat". --Llydawr (kaozeal) 27 Her 2017 da 15:26 (UTC)Respont

Gwir, afer an anvioù zo meneget er pennad (Imp. Bizantion n'eo ket anv ar Stad d'ar mare ma oa anezhañ), neuze e c'hellfed cheñch anv ar pennad da Impalaeriezh Bizantion : sklaer eo er pannad n'eo un anv istoriografel nemetken, hag eo memestra an hini a zo implijet ar muiañ gant an istorourien hag an dud dre vras. Lekemok (kaozeal) 8 Gen 2018 da 13:16 (UTC)Respont

Kemmadurioù

kemmañ

Benel eo impalaeriezh. --90.32.34.8 10 Gen 2018 da 09:44 (UTC)Respont

Re wir. Dav din adlenn evit cheñch ar pezh zo da cheñch. Trugarez. Lekemok (kaozeal) 10 Gen 2018 da 09:58 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Impalaeriezh roman ar Reter".