Kaozeal:Islavarenn stag
Evezhiadenn diwezhañ: 7 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Ur goulenn evit saoznegerien barrek : ne zlefe ket bezañ "The man whom I saw" ? Po'low (kaozeal) 20 Her 2015 da 08:26 (UTC)
- Savet eo ar pennad gant Neal ( https://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:Neal), kelenner saoz, me gredfe eo barrek a-walc'h, met ur vi-koukoug a c'hallfe bezañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2015 da 08:41 (UTC)
- Din da c'houzout n'eo ket direizh ober gant "who" er frazenn-se e saozneg komzet bremañ. "Whom is not very often used in informal English" (Practical English Usage, gant Michael Swan). --Llydawr (kaozeal) 20 Her 2015 da 10:19 (UTC)
- Trugarez eus ho tisklêriadennoù : netra da cheñch neuze. Po'low (kaozeal) 21 Her 2015 da 10:58 (UTC)
- Traoù zo ne gomprenan ket mat : a-wechoù e kredan e komz eus "islavarennoù", netra ken hag a-wechoù eus islavarenn-stag. Hoc'h alioù mar plij. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2017 da 11:40 (UTC)
Ar pennadoù liammet gant hemañ er yezhoù all
- katalaneg : Oració subordinada :islavarenn
- saozneg : Dependent clause : islavarenn
Me gred eo bet touellet an aozer gant ar gerioù brezhonek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2017 da 16:23 (UTC)
- Ya, moarvat. Soñjet en deus e oa troet "dependent" gant "stag". Evidon ez eo "islavarenn" kement ha "dependent clause". Hag "islavarenn-stag" a vefe kement ha "relative clause". Ar gerioù "islavarenn" hag "islavarenn-stag" a gaver e yezhadur F. Kervella hag e yezhadur Diwan. --Llydawr (kaozeal) 18 Gen 2017 da 16:38 (UTC)
A-du ganit evel-just. Bremañ e vefe ret adober ar pennadoù, ha n'on ket kalonek a-walc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2017 da 16:50 (UTC)