Kaozeal:Kab Glas
Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Anv
Istor
kemmañPennad adsavet ganin goude bezañ distrujet gant ur merour. Goulenn a ran ma vo adsavet istor ar bajenn gaozeal, freuzet ivez, en e hed. Bianchi-Bihan 23 Eos 2007 da 08:43 (UTC)
- Pemp bloaz goude : n'eo ket adsavet c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 16:57 (UTC)
Anv
kemmañRet e vije dibab unan a zaou: pe Republik Kab Glas pe Republik ar C'hab Glas. Lakaat an eil hag egile n'eo ket ar gwellañ tra d'ober. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 17:00 (UTC) Ne welan ger-mell ebet en anv portugalek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2012 da 17:03 (UTC)
- Ma n’eo ket ur gerr-mell, petra zo « de » e-barzh « República de Cabo Verde » ?
- Gant an ofis zo « Diazad ar C'hab-Glas (divers) », « Inizi ar C'hab-Glas (ile) », « Kab Glas (pointe) ». E-barzh Geriadur an Here (pajenn 1430) zo « Kab Glas (Praia) Cabo Verde Enezad ar C’hab Glas (Enezidi …) ». War geobreizh zo « Inizi ar C'hab-Glas ». War Paimpol 2011 zo « ar C’hab Glas ». H.a.
- M’eus ket kavet morse « Inizi ar C'hab-Glas » (nemet er taolenn war ar pennad-mañ).
- Memestra evit ar pennadoù er Wikipedia : Gourenez ar C'hab Glas, Satanig ar C'hab Glas, Tort ar C'hab glas, h.a. (Dibar:Search/ar C'hab glas)
- A gln, VIGNERON (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 12:00 (UTC)
- Republik ar C'hab Glas zo mat din, n'eo ket se am eus laret: ret eo ober gant UR stumm hepken evit un anv ofisiel, netra ken. MET DAOU stumm a lennan er pennad.
- « República de Cabo Verde », an anv ofisiel, a zo Republik Kab Glas e brezhoneg. Ma vije « Inizi ar C'hab-Glas » e portugaleg e vije « República do (de + o) Cabo Verde ». Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 12:56 (UTC)