Kaozeal:Kemennadur

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant Adriendelucca e kaozeadenn Kemennadur pe kehentiñ ?

Kemennadur pe kehentiñ ?

kemmañ

Kemennadur a dalv "instruction" pe "ordonnace" hervez an Ofis. Kehentiñ ne vefe ket reisoc'h evit "communication" ? Arko (kaozeal) 23 Gwe 2023 da 13:45 (UTC)Respont

Komunikerezh eo ar ger implijet gant tout an dud, sellit war www.brezhoneg21.com. Piv a lâr kehentiñ ? Tud preder. Tri den d'ar muiañ. Digomprenus ha chimik eo, ha kalket diwar ar galleg. Un notenn fall a vo roet deoc'h. 176.134.94.172 23 Gwe 2023 da 14:31 (UTC)Respont
Galleg eo « komunikerezh » ; brezhoneg rik ha reizh eo kemennadur (< "kemenn", cf. Vallée 1937) hogen ne dalvez nemet evit un tu ; reishoc'h eo kehentiñ (< "ken-") pa gomzer eus eskemmoù, alese pellgehentiñ ha n'eo ket un euzhadenn evel « pellgomunikerezh » mar heulier bzh21.
N'eus ket da reiñ notennoù amañ, ha mat pe fall e vent ! 2A01:CB08:8919:A500:FC9D:AAC1:A312:8908 23 Gwe 2023 da 20:54 (UTC)Respont
Petra eo bzh21? Skoboldi (kaozeal) 23 Gwe 2023 da 21:00 (UTC)Respont
"bzh21" zo al lec'hienn www.brezhoneg21.com, ur seurt geriadur Dren ar Frankig (kaozeal) 24 Gwe 2023 da 14:35 (UTC)Respont
Poent bras e ve da 2A01:CB08:8919:A500:FC9D:AAC1:A312:8908 gouzout an diforc'h etre kehentiñ ha kengehentiñ... 176.134.69.222 24 Gwe 2023 da 10:53 (UTC)Respont
Forzh petra ! Lâret e vez kenvunikaj er skolioù. Gant tud eveldoc'h e varvo ar brezhoneg. 176.134.107.131 24 Gwe 2023 da 11:43 (UTC)Respont
Marteze c'hellfemp menegiñ tout ar gerioù brezhonek a vez graet deus "communication" ba'n digoradur, pe 'n ur rann nevez Dren ar Frankig (kaozeal) 24 Gwe 2023 da 14:43 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Kemennadur".