Kaozeal:Kemmadurioù ar brezhoneg
Evezhiadenn diwezhañ: 5 vloaz zo gant Po'low
Troc'hañ e meur a lodenn? Bianchi-Bihan 21 Gwe 2009 da 16:46 (UTC)
- Kemmet eo bet er pennad... mat ... n'on ket sur eo aesoc'h da gompren... Me 'garje e vije soñjet ober pennadoù sklaer evit an deskarded, ha n'eo ket pennadoù diaes da gompren hag a spont anezho ... eus ar re a laka an dud da dec'hout pell diouzh ar wikipedia brezhonek ... Ar stumm kozh a implijin-me d'ober skol. Aesoc'h a gavan ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Eos 2012 da 12:14 (UTC)
Lenn a ran : An anvioù-tud en -où evel kamaradoù, maerioù, mestroù, priedoù, tadoù, ha testoù ne gemmont ket goude ar ger-mell ha ne zegasont kemmadur ebet; tudoù, a zo un adliester, a c'hall degas: tudoù gaezh. Neuze, ar kamaradoù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Du 2012 da 21:54 (UTC)
- E Kemmadurioù diglok e lenner kement-mañ abaoe 2012:
- « goude am/em, raganv ar c'hentañ gour unan, e c'hoarvez K/C'H ha T/Z hogen digemm e chom P
- (kavout, ti, paeañ) An dud am c'havo em zi am faeo. »
Kemmañ a ra P → F er skouer, rak am/em a zegas ar c'hemmadurioù dre "c'hwezadenniñ" (YBBFK §146) ; diret eo P/F hervez §146/notenn.
K/C'H hepken eo ar c'hemmadurioù diglok, degaset gant hor/her (YBBFK §149). --90.32.38.223 1 C'hwe 2019 da 10:55 (UTC)
- Div wech "ur voest c'hlas" (e Kemmadurioù diglok) e-giz skouerenn evit daou dra kontrol sañset ; diaes da gompren… Po'low (kaozeal) 1 C'hwe 2019 da 20:14 (UTC)