Kaozeal:Kevadegezh ha treadegezh
Lenn a ran: diwar ar ger "kead" deveret eus ar rakger ken- hag eus ar ger "oad". Neuze ne gomprenan ket : perak n'eo ket savet ar ger diwar kenoad, a zo er geriadurioù? Perak distresañ ar gerioù brezhonek? da virout a gompren ur ger a vije re aes a-hend-all? Bianchi-Bihan 2 Gwe 2009 da 05:57 (UTC)
- Opala: troet keadegezh da gevadegezh. Re vuan e ya emdroadur ar brezhoneg. Bianchi-Bihan 13 Gwe 2009 da 17:14 (UTC)
- Un den dianv en deus graet un adkas en abardevezh-mañ eus ar bajenn gozh betek an hini-mañ, displegañ ra ar cheñchamant anv marteze (n'am eus ket lennet ar penndad ha n'anavezan netra war an danvez, neuze n'on ket gouest da sikour muioc'h), digarez. A galon --Y-M D 13 Gwe 2009 da 17:21 (UTC)
Trelaterezh
kemmañLenn a reer : Savet eo ar ger kevadegezh diwar ar ger kevad deveret eus ar rakger kev- hag eus ar ger oad, o talvezout er yezh pemdeziek « eus an hevelep oad » evit daou zen (alese kempred, eus an hevelep mare). Faltazi rik. Savet eo diwar ar ger kembraek cyfadeg ([[1]]), hag a dalv eus ar memes mare, rak adeg a zo mare e kembraeg. Ha oad zo oed e kembraeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 05:07 (UTC)
- E pe c'heriadur e kaver ar ger kevad ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 16:48 (UTC)
- Faziet out, n'eo ket kevad a ranker klask — ur ster nann yezhoniel zo d'ar ger-se, a gaver e Devri ; kevadegezh end-eeun zo e geriadur Ménard evit fr. synchronie, e-kichen kevadegelezh ; da fr. diachronie e kaver treadegezh evel-just. Ha diwar labourioù SADED e teuje an daou dermen ? — 90.32.240.64 10 Ebr 2017 da 17:05
Kevadegezh zo re verr : kevadelegezhelegezh a vefe reishoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 18:25 (UTC)