Kaozeal:Ki
Evezhiadenn diwezhañ: 13 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Danvez da lakaat er wikeriadur
Danvez da lakaat er wikeriadur
kemmañTroioù-lavar
kemmañ- Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi.
- Bezañ brell evel ur c’hi bihan.
- Bezañ evel ur c’hi bihan war-lerc’h ub.
- Bezañ evel ur c’hi war ur c'hravazh: nec'het bras
- Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi.
- Bezañ krog ar c’hi du en ub : ober ur c’horfad gwarizi
- Bezañ, chom, leuskel ub, e-unan evel ur c'hi, evel ur penn-ki.
- Bezañ evel ki ha kazh: bezañ atav oc'h en em zrailhañ.
- Bezañ divalav-ki, treut-ki, yen-ki.
- Bezañ bet un taol ki rous : doare dizereat da gomz eus ur vaouez dougerez
- C'hoari e gi: ober trouz
- Hejañ e gi: bezañ fuloret
- Gwiskañ botoù ront ar c’hi du : bezañ gwarizi ennañ
- Kaout c’hoant da dennañ panez eus gouzoug ur c’hi : d’ober un dra dibosubl
- Kaout naon-ki: naon du.
- Kas e gi d’e lochenn. Kontrol d’an hini a hej e gi, an hini e gas d’e loch e lak da devel: mestr eo war e fulor.
- Kiañ, kiañ e gorf: loeniñ, kaout bec’h, poaniañ.
- Labourat evel ur c’hi : evel ul loen pe ur marc’h.
- Lakaat unan bennak e renk ar chas: ober vil da unan bennak.
- Lojañ dindan lost ar c’hi: en un ti gwall lous
- Mont da gaoc’h-ki : bezañ debret gant ur c'hi = mont da get.
- Mont kuit evel ur c’hi kannet: evel ur c’hazh gleb,
- Na dalvout ur bramm ki, ul louf ki, al lart eus ur c’hozh ki krouget: na dalvout un aval brein.
- Na vezañ diwar chas ar vro: heñvel ouzh na vezañ diwar saout ar vro.
- Na vezañ mat da deurel d’ar c’hi, d’ar chas : na dalvout netra
- Neuial evel ur c’hi plom (E-lec’h ma kouezh e chom) : na c’houzout neuial
- Ober ur c’hoarzh ki: skrignal
- Ober ul labour ki: ul labour diaes; kiañ.
- Ober ur paz-ki da ub.
- Redek evel ur c’hi klañv: buanañ ma c’hall
- Reiñ, tennañ un digarez ki: un digarez toull.
- Skuilhañ daeroù ki, goueloù ki: daeroù kazh.
- Tapout ar c’hi e-lec’h ar c’had: c’hwitout
- Tennañ amann, panez eus gouzoug ar c’hi:
- pe ober un dra diaes da ober
- pe klask gouzout ar wirionez digant unan bennak.
- Treiñ ar c’hi dre e lost: ober netra.
- Yudal evel ur c’hi, a zo un tamm evel blejal evel ul leue.
- A-benn neuze hag ac'hann di En devo harzhet meur a gi.
- Da bep seurt oad E red ar c'hi war-lerc'h ar c'had. A vez lâret diwar-benn ar verc'hetaerien gozh.
- Diwar gi, ki; diwar gazh, kazh; Diwar logodenn ne vez ket a razh.
- "Kamm ki pa gar"
- Ki skaotet En deus aon rak dour bervet.
- E-lec’h ma staot ur c’hi E staot daou pe dri.
- Ki besk ha kazh diskouarnet N’int mat nemet da zebriñ boued.
- Pep ki zo mestr en e di.
- Tri bloaz o tont da gi, tri bloaz ki, tri bloaz o vont er-maez a gi. Nav bloaz e vev ar chas.
- Ur c’hi meret, hanter savet Ur c’hazh meret, hanter lazhet. Ne saver ket ur c'hi evel ur c'hazh.
- Dre forzh heskinañ (pe hegañ) ar c’hi e teu da vezañ droug.
Gerioù deveret
kemmañ- seurtoù chas (ouzhpenn ar re meneget uheloc'h): ki-foutouilhek, ki-noz, ki-ridellek,
- verboù: kiañ, kiesa.