Kaozeal:Kib vell-droad ar bed

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Kib vell-droad ar bed

Kib vell-droad ar bed

kemmañ
  • "Kib vell-droad ar bed 2002" zo ur "gourreizhadenn" evit "Kib mell-droad ar bed 2002" da'm soñj. N'eo ket graet ar gib gant mell-droad. Mell-droad zo ur renadenn er genitiv amañ. Ne reer ket ar c'hemmadur eta. Er memes doare e vez lâret un dachenn mell-droad, un abadenn mell-droad, ur gevezadeg mell-droad, ur bartiad mell-droad, c'hoarierien mell-droad. Skouerioù zo er c'hazetennoù daoust ma n'int ket gwall gozh.
  1. "Kib Mell-droad Broadoù Afrika". Bremaik niv.270; 25 a viz Genver 2010
  2. "Gourfenn Kib mell-droad Frañs", Glenn Jegou war ABP
  3. "Kib Mell-droad ar Bed." Le Progrès de Cornouaille-Le Courrier du Léon
  4. "Kib melldroad Breizh" [sic] Brezhoweb Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 12:54 (UTC)Respont
coupe du monde de football | kib vell-droad ar bed | b. | kiboù mell-droad ar bed (étudié).--2A01:CB08:8BB7:F100:FCE8:7585:B560:5268 13 Mez 2022 da 13:09 (UTC)Respont
Ya, gouzout a ran met ne vez ket lavaret un abadenn *Vell-droad. N'eo ket disi traoù an Ofis--Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 13:58 (UTC)Respont
un dachenn vell-droad e-barzh Le breton - Guide de conversation Pour les Nuls, 2e savet gant... Gwendal Denez, Herve Bihan ha Martial Menard.--2A01:CB08:8BB7:F100:FCE8:7585:B560:5268 13 Mez 2022 da 14:08 (UTC)Respont
Memes tra. Hervez Yann Gerven (Notennoù yezhadur, Al Liamm, 2012), ez eo ret chom hep ober ar c'hemmadur "pa vez ur renadenn anv genitiv o heuliañ un anv all". Ur pennad mat a oa bet savet gant Yann Gerven gant un danvez un tamm disheñvel diwar-benn ar c'hemmadurioù er gerioù kenstroll lies a groge gant un anv boutin deveret eus ur verb en tu gra. Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 14:24 (UTC)Respont
— Ha bremañ, yaouankizoù, ur ganaouenn hag un abadenn goroll, a gemennas ar vestrez. e-barzh Geotenn ar Werc'hez gant Jakez Riou.
Anat eo e c'haller kavout skouerioù evel-se pa soñje lod e oa ret skrivañ evel-se evit bezañ keltiekoc'h pe brezhonekoc'h. ur gourreizhadenn n'eo ken. Cf. Skridoù Yan Gerven.--Kadwalan (kaozeal) 22 Mez 2022 da 18:19 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Kib vell-droad ar bed".