Kaozeal:Kib vell-droad ar bed 2006

Evezhiadenn diwezhañ: 18 vloaz zo gant Matilin e kaozeadenn Ger-stur Frañs

An Izelvroioù/Izelvroioù

kemmañ

Salud dit Rognogno.
Da gentañ, trugarez evit ar c'hempenn ac'h eus bet graet da zestenn ar pennad-mañ. Vioù-koukoug a chom alies war ma lec'h. Trugarez dreist pep tra evit al labour a rez evit nevesaat roll diwezhañ ar skipailhoù a zeiz da zeiz. N'em eus ket kement-se a amzer evit hen ober, siwazh.
Un nebeud goulennoù a savfen awalc'h ouzhit kouskoude, kement ha mont pelloc'h gant hor yezh :
1. Perak bezañ lakaet ar ger-mell an dirak an anv divoutin Izelvroioù. N'em eus kavet roud ebet eus ar stumm-se, gwech ebet, em geriadurioù muiañ-karet (An Here, F. Favereau, R. Hemon) ;
2. En hevelep levrioù-diazez n'em eus kavet roud ebet eus ar ger "dreistvuzul" gant v, pa kaver enno dreistmuzul (hep barrennig-stagañ e-kreiz, gwir eo) ;
3. An droienn "gwellañ paler ar gevezadeg" am boa lakaet da gentañ a seblant din bezañ reishoc'h evit an hini ac'h eus lakaet : "ar gwellañ paler eus ar gevezadeg" ; gwell eo, d'am soñj, ober gant seurt ereadurezh : "Ki ar paotr" (ha n'eo ket *"ar c'hi eus ar paotr") pe "brasañ ki ar paotr" (ha n'eo ket *"ar brasañ ki eus ar paotr")... pe un reolenn disheñvel dianav din a zo evit ar ger "gwellañ".
Trugarez dit evit da respontoù. D'ar c'hentañ. Matilin 22 Mez 2006 da 19:47 (UTC)Respont

Ger-stur Frañs

kemmañ

Salud dit Jañ-Mai. Adlakaet em eus ar ger-stur evel ma oa a-raok : 1. Arabat meskañ ger-stur ar vro gant hini e skipailh vell-droad ; 2. Jules Rimet a zo bet prezidant ar FIFA hag a vez enoret er ger-stur-se. Ken+. Matilin 1 Eos 2006 da 17:45 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Kib vell-droad ar bed 2006".