Kaozeal:Koñsolennoù c'hoarioù video
Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Kendalc'h
Er ar pennad-mañ e vez implijet Koñsolennoù, ne gavan ket gwall reizh. War Termofis e vez kavet letrin c'hoari. Petra a soñjoc'h a vefe ar gwellañ ? Trugarez --Y-M D 4 Gou 2009 da 11:42 (UTC)
- N'ouzon ket eus pelec'h e teu konsolennoù na letrin-c'hoari. Eo, eus pelec'h e ouzon, splann eo, met kinniget gant piv n'ouzon ket. Graio pep hini pezh a garo, met gwelloc'h e kavan-me konsolenn (evel konsul), diwar ar ger etrebroadel, pe latin pe saozneg) , eget an n'eus forzh petra all. Bianchi-Bihan 4 Gou 2009 da 11:48 (UTC)
- Ya gwir e seblant ar pezh a lavarez. Kavet em eus ur pennad anvet Koñsolennoù c'hoarioù video hag ur bajenn kaozeal a zo war ar sujed-se dija, [[1]], gant ur c'hinnig. Da welet hag ar preder da genderc'hel. --Y-M D 4 Gou 2009 da 12:15 (UTC)
Adkaset eus ur bajenn all
kemmañKroget e oa bet ar gaozeadenn war ar bajenn tetris, adkas a ran neuze ar pezh a oa bet lavaret. E-mod-se e vo klok an afer. --Y-M D 4 Gou 2009 da 13:11 (UTC)
- Ne gavan ket dispar ar ger koñsolenn. Lakaat a ra da soñjal e koñsoliñ, frealziñ. Ur ger all zo bet kinniget evit se penell. Techet a-walc'h on d'ober gant ar ger-se kentoc'h. Mat e vije kaout ali tud all. --Fulup 17 Meu 2006 da 17:53 (UTC)
- Kinniget gant piv ha diazezet war betra? war pened ( = pinijenn)? Mil gwech gwelloc'h ober gant konsolenn, sur ha n'eo ket marteze! Bianchi-Bihan 4 Gou 2009 da 12:22 (UTC)
Kendalc'h
kemmañOfis ar Brezhoneg a ra gant letrin c'hoari evit "console de jeu", e-keñver ar stlenneg.[2]--Gwendal 4 Gou 2009 da 12:33 (UTC)
- Letrin a vez kavet e Geriadur ar Stlenneg embannet gant Preder evit ar ger "console", e geriadurioù Roparzh Hemon e vo kavet ar ger-mañ ivez marteze. Eus aze e teu sur 'walc'h letrin-c'hoari.--Gwendal 4 Gou 2009 da 13:17 (UTC)
- Krouet ganin ar pennad letrin, gouzout a ran un tamm petra eo eta. Ha soñjo pep hini pezh a garo, me gav eo ober goap ouzh ar re zo bet e-pad kantvedoù o labourat, lenn, studiañ, ouzh ul letrin, mont d'ijinañ al letrin c'hoari-se. Bianchi-Bihan 4 Gou 2009 da 18:11 (UTC)
- En amzer Roparz Hemon (1900-1978) ne oa ket eus ar c'hoarioù-se, hor boa bevet hepto betek neuze, ha ne gavi ket ar ger en e c'heriadur eta.
- Er geriadurioù e kaver benveg-seniñ. Gant un tired. Evel pezh-c'hoari, devezh-arat, ha nouspet all.
- E TermOfis: letrin c'hoari, hep tired.
- E pajenn TermOfis e lennan: Termenoù TermOfis zo erbedet an implij anezho ent ofisiel gant Ofis ar Brezhoneg. Keit ma ne vo ket diskleriet gant piv eo erbedet, ha diwar beseurt studi, e vin techet da erbediñ disfiziout ruz diouzh ar seurt erbedoù.
- A-hend-all e tlefe bezañ konsolenn-c'hoari, pe koñsolenn-c'hoari. Bianchi-Bihan 5 Gou 2009 da 00:12 (UTC)
- Krouet ganin ar pennad letrin, gouzout a ran un tamm petra eo eta. Ha soñjo pep hini pezh a garo, me gav eo ober goap ouzh ar re zo bet e-pad kantvedoù o labourat, lenn, studiañ, ouzh ul letrin, mont d'ijinañ al letrin c'hoari-se. Bianchi-Bihan 4 Gou 2009 da 18:11 (UTC)