Kaozeal:Kogenneg-Thekla

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan

Lenn a reer Kogenneg-Thekla en titl (perak ?) ha Kogenneg Thekla er skrid: pehini zo mat? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 08:53 (UTC)Respont

Mat int o-daou. Kogenneg-Thekla eo ar skrivadur hervez sell ur geriadurour, ha Kogenneg Thekla hervez sell un evnoniour, pe un naturour. Seurt traoù a c'haller kavout e yezhoù all ivez, evel e galleg ma kaver "rouge-gorge" (er geriadurioù) ha "rougegorge" (gant an evnourien), "pic-vert" ha "pic vert"...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 12:31 (UTC)Respont
Trugarez; Chom a ra da c'houzout eus pelec'h e teu ar ger kogenneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 12:39 (UTC)Respont
Er Wikeriadur emañ kogenneg-Afrika abaoe an 9 a viz Even 2013, degaset gant Ben Herzog, hep daveenn avat, ha hep evezhiadenn. ♣ 2.13.204.235 3 C'hwe 2015 da 18:15 (UTC)Respont
Meneget eo ar ger e Geriadur Istorel ar Brezhoneg, ha tennet diouzh geriadur Loeiz ar Pelleter (1752).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 C'hwe 2015 da 18:21 (UTC)Respont
Trugarez. Setu ur respont. N'eus nemet lakaat kement-se er pennad, evel ma tere. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 C'hwe 2015 da 20:15 (UTC)Respont
Ba ? Gra, neuze, mar dere ? 2.13.204.235 5 C'hwe 2015 da 20:31 (UTC)Respont

Perak n'eo ket kogenneg-Tekla, stumm brezhonek an anv-badez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mae 2015 da 09:24 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Kogenneg-Thekla".