Kaozeal:La grammaire bretonne pour tous

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Evel m'emañ doare an 18.12.2015 en em gaver c'hoazh ur wech gant ur pennad savet hep delc'her kont eus reolennoù mont en-dro ar Wikipedia. Mesket alioù personel lakaet da bennwirionezioù, ha kinnig an traoù en un doare diglok a-benn touelliñ al lennerien.

  • Diwar-benn "ket": "disoñjal" a ra aozer ar pennad menegiñ ar pezh a zo skrivet ivez: «On peut néanmoins trouver, surtout en langage parlé, ces mots négatifs accompagnés de ket».
  • Diwar-benn "arabat": Setu eta Chalm, F. Kervella, aozerien Geriadur brezhoneg an Here… hag ivez F. Favereau (a laka ar ger da vezañ koulz anv-gwan hag adverb) da dud diouizieg, diwar dron-barn Bianchi-Bihan.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 12:58 (UTC)Respont
Prim da varn hep kompren, prim da gondaoniñ hep lenn.
  • Ur fazi eo lavarout e ya ar ger "ket" a-enep ster ar frazenn pa'z eo kadarnaat anezhañ a ra : "n'eus nemet" ha "n'eus ket nemet " zo heñvel, sklaeroc'h e vefe her skrivañ, n'eo ket se (nemet ez penn e ve) a laka den da vezañ diouiziek : evel ma seblantez prederiañ en em lakaez da zen gouiziek, ha diwar-se ne rafes fazi ebet, e doare pibien ar c'hantvedoù kozh (unan modernoc'h zo hiriv). N'eo ket ur wennili a ra an hañv, nag ur fazi an den diouiziek.
  • Diwar ar ger arabat e c'haller kavout meur a savboent : 1 anv-kadarn (geriadur istorel), 2 anv-gwan (geriadur istorel, ha FF), se zo sklaer, 3 adverb, se ne gavan ket prouet. Arabat butunat, arabat adverb? Ha brav an amzer, brav adverb? Ha poent mont, poent adverb? Ha ret hastañ, ret adverb?
  • Sklaer eo ez eus meur a ali eta. Setu eta Chalm, F. Kervella, aozerien Geriadur brezhoneg an Here… hag ivez F. Favereau (a laka ar ger da vezañ koulz anv-gwan hag adverb) da dud diouizieg, diwar dron-barn Bianchi-Bihan. Bepred ar memes sorc'henn: distummañ, kammañ, gwariañ, ali ar re all.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 16:30 (UTC)Respont

Hag e kendalc'hez gwashoc'h c'hoazh. Ne rez nemet prouiñ ur wech ouzhpenn ar pezh a skriven: ne rez nemet gwariañ, "ankouaat" an traoù, evit silañ da vinim ha touelliñ al lennerien.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 18:35 (UTC)Respont
Silañ da vinim ha touelliñ, setu aze arguzennoù pouezet mat ha skiantel. Diaes e vez da lod kompren ez eus meur a ali, sklaer eo koulskoude da neb a zigor ouzhpenn ul levr. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 19:10 (UTC)Respont

Ha  Gaou! Biskoazh n'eo bet Makoto mignon d'un IP. , unan eus an  arguzennoù pouezet mat ha skiantel  eo, diwar an holl levrioù a ouzit digeriñ ? N'o lennit ket, sur ha n'eo ket marteze.--90.32.240.214 19 Kzu 2015 da 20:01 (UTC)Respont

O kaozeal eus yezhadur e oamp amañ, arabat dont da gaoc'ha ar stal, a vrennigenn garet. Den nemedout ne oar lenn na skrivañ, bepred souchet, hanter gousket, prest da reiñ un taol dant. Kerzh da silañ da vinim ha da douelliñ da lec'h all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2015 da 21:01 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "La grammaire bretonne pour tous".