Kaozeal:Lasagne

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Fazioù

Fazioù

kemmañ

Pa vez plantet daveoù gant an trec'hlider, e vez arabat menegiñ ar fazioù zo enne: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lasagne&type=revision&diff=1658691&oldid=1658680 . Arouez splann e neptuegezh . Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Eos 2015 da 01:40 (UTC)Respont

Daveoù an Trec'hlider

kemmañ

Bet on o lenn an daveoù meneget gantañ.

Lec'hienn

kemmañ

Ar pennad db boued https://kletergerkleteker.wordpress.com/2012/09/06/traou-bet-tanvaet-e-kerzh-miz-eost/: Setu petra 'gaver:

  • petra ‘vo tu din kinnig deoc’h : fazi e-keñver ar yezh
  • kinnig a ran deoc’h liammoù e plas m’oc’h dedennet gant traoù zo : digomprenus
  • Tañvaet em eus ar gimov  : malv-gwenn e Geriadur Ménard, anv-stroll
  • ur greunenn flamboez... Ha pa klaskin en-dro... meur a zra : ul lec'hienn vat evit deskiñ ar c'hemmadurioù!
  • Aze em boa laosket da vezañ da wrez ar pezh : troienn c'hallek-rik
  • anzavaomp: !
  • ivez e tebran alies saladenn gant chaous evelse, ... .
  • graet e vez gant gerioù divrezhonek euzhus : dulce de leche, brownie, spéculos (ur pennad spekulaas mat zo er wikipedia koulskoude, met an dave-se ne blij ket d'an trec'hlid a gav gwell al lec'hiennoù fazius)
  • traoù sal, e-lec'h sall !
  • Ur mennozh predti a ginnig boued mat : Les mille-feuilles e Naoned ... troienn c'hallek-rik
  • lazagn, parmentier : ne vije parmañtie kentoc'h, e brezhoneg an Trec'hlider?
  • Un tammig pounner eo plac’h ar stal : war a seblant n'eo ket eus pouez ar plac'h e komz an oberour, met levezonet brein eo gant un droienn c'hallek modern
  • ha kêrig ar pred klok (tro 25€ evit un den) : ne oar ket ar c'hemm etre ker ha kêr, met digantañ/i e vije ret deskiñ skrivañ lazagn? biskoazh!
  • jazz , a zo skrivet jaz, e geriadur an tad Ménard (fent)
  • en ur c’h/KFC ha n’em eus ket kavet ken druz ha spontus hag a soñje din : ha ma sonje din, e brezhoneg
  • predtioù, a zo pretioù hervez Geriadur Ménard, 1177
  • kream ball : n'emañ ket Geriadur Ménard, n'ouzon ket perak
  • Niark niark : n'emañ ket ivez.

Ha se zo kaoz e c'houlennan ma vo dilamet pep dave d'al lec'hienn-se, ha diwallet muioc'h ouzh daveoù an Trec'hlider. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Eos 2015 da 14:22 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Lasagne".