Kaozeal:Lavarenn dizalc'h
Ne gomprenan ket: ma'z eo islavarenn n'eo ket emren. Bianchi-Bihan 1 Mez 2009 da 17:21 (UTC)
- E brezhoneg e vez komzet eus lavarenn dizalc'h, diouzh a ouzon. Gwir eo n'eo ket stank ar yezhadurioù brezhonek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gen 2017 da 20:16 (UTC)
- Kentañ gwech din lenn e vije eus lavarennoù "emren" ! Emaon o paouez gwiriañ pezh a gaver e-barzh un nebeud yezhadurioù ha n'em eus kavet nemet "lavarennoù dizalc'h" ha netra ken all, gwir eo.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gen 2017 da 12:19 (UTC)
- Ret eo kompren e oa ur c'helenner saoz (Neal, kelenner e Galiza) oc'h ober gant e c'herioù-eñ ha marteze ne oar ket peseurt gerioù eo ar re a vez implijet ganeomp... Implij ar gerioù n'eo nemet ur c'hiz hag a c'hall kemmañ, met en ur pennad holloueziadurel e c'hortozer kavout IVEZ (ne laran ket HEPKEN, rak neuze e vefe skarzhet un toullad pennadoù) ar gerioù testeniet en istor (ha pa vezont ankouaet eo dlead pep hini d'o lakaat). Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2017 da 13:12 (UTC)
- Ne oa ket ur rebech e mod ebet, ur souezh ne lâran ket...--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gen 2017 da 13:32 (UTC)
N'em boa ket komprenet e oa rebech, nemet krediñ a raen ne oa ket fall displegañ, dreist-holl d'al lennerien niverus n'anavezont ket mont en-dro hon wiki-ni. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gen 2017 da 13:51 (UTC)