Kaozeal:Liorzhañ a wiskadoù

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ha pa vo savet ar pennad evit ober anv eus ar pezh a zo e galleg "jardinage par couches", petra 'gavo hor sturyezhour-war-ar-prim?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Eos 2015 da 11:54 (UTC)Respont

Reishoc'h eo a-wiskadoù (Daveoù a vank).
Jardinage par couches eo "liorzhañ a-wiskadoù", ne dro ket ar saozneg sheet mulching ; d'ar « sturyezhour-war-ar-prim » da gempenn e dammig labour ha da reiñ the right translation, gant daveoù mar plij gantañ. 80.12.110.202 25 Eos 2015 da 15:14 (UTC)Respont
Diskouez din pelec'h emañ ar reolenn a lavaro dimp eo ar wikipedia d'ar sturyezhourien emgurunennet.
Ne labouran ket dindan urzhioù kleub ar sturyezhourien masklet. Reishoc'h ? n'eo nemet un ali personel : a-wiskadoù n'emañ ket er geriadurioù ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Eos 2015 da 23:22 (UTC)Respont
Ma fell d'ar sturyezhourienigoù c'hoari : setu ur park a blijo dezho  : https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Toullgorferezh. Plijadur deoc'h, kanfarded. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Eos 2015 da 07:04 (UTC)Respont


Talbenn nevez kemmañ

O klask digeriñ un talbenn nevez en e vrezel dizehan emañ an Trec'hlid sturyezhour adarre: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Liorzhañ_a_wiskadoù&type=revision&diff=1658681&oldid=1658540. Eñ a ya da glask e lazagn e liorzhoù Radio Breizh hag e zaveoù gant brezhonegerien a zo sturyezhourien a feson eus e skol : ar jardin lazagn! : "Pennad kaoz db "ar jardin lazagn" : http://www.radiobreizh.bzh/fr/episode.php?epid=5667" . Dispar! .

Distreiñ d'ar bajenn "Liorzhañ a wiskadoù".