Kaozeal:Lizher d'an Efezidi

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Al lizher d'an Efezidi : daoust ha graet e vez 'Breizhidi eus Breizhiz? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Eos 2016 da 18:14 (UTC)Respont

Annezidi kêr Efesos, kaeroc'h 'zo...--2.12.123.85 3 Eos 2016 da 18:40 (UTC)Respont
Diwar un anv Efez, neuze. Efezad/Efeziz neuze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Eos 2016 da 18:58 (UTC)Respont

Ur pezh kudenn eo. Ma fell deomp eeunaat evit ur brezhoneg unvan e ranker mont e don an traoù. Amañ, kavout a ra din e ranker mirout Efezidi dre ma skriv Dant Paol n'eo ket d'an holl Efeziz met hepken d'ar re a zo izili eus ar gumuniezh kentañ er gêr-se. N'eo ket peogwir n'eus ket eus an arstêr se e galleg ne vije ket tu d'hen degas en hor yezh. Evel-se e vefe tu da lavarout ur frazenn evel-se : "Amañ e Gourin ez eus Gouriniz e leizh eveljust, met e New-York ez eus ivez Gourinidi a orin, ha zoken Gourinaded e leizh e Breizh pa vez anv a soutenn o skipailh tennisourezed"

N'hellan ket siwazh diazezañ mat va c'haoz, rak din da c'houzout n'eo ket bet reizhabeget e zibab gant Maodez Glanndour ha n'eus netra er yezhadurioù : YBB 831 a gomz eus i -iad o lavarout ez eo un i kensonenn hep displegañ Vallée ha favereau ne venegont netra ebet Trepos p. 52 (pluriel breton) a zegas elfennoù hep digejañ an traoù da vat. met netra ne vir ouzhimp da ziskleriañ hiviziken meur a reolenn-stur : - ad evit an holl c'hêrioù, broioù (er ster 'annezad') - iad mar bez ret evit un abeg a zistagadur pe evit an arstêr "poblad" ha n'eo ket "broad": kavet e vez Israelad, Israeliad rak merzet em eus ne ra an Tour-Tan (Testamant kozh) nemet gant -iad evit envel izili pobladoù Palestina en unander. -idi a vefe eta diresisoc'h eget -iz a verkfe ul lec'h, forzh penaos. - idi (a zeu eus -ad + liester kozh i) liester evit -iad - iz (diwar al latin -ensis) pa vez annezIDI ul lec'h resis. Tepod Gwilhmod

Memes goulenn e-keñver ar Gorintidi, ar Filipidi, ar Goloseidi, an Desalonikidi…

A-hend-all, gwelloc'h e vefe marteze gant « Efesidi » (pe Efesiz) pa vez graet gant Efesos ?

Pêr Guichou a ra gant « Romiz », « Korintiz », « Galatiz », « Efeziz », « Filipiz », « Koloziz », « Tesalonigiz », « Hebreiz »…

Po'low (kaozeal) 5 Du 2016 da 21:32 (UTC)Respont

N'eo ket al lec'h evit komz eus se amañ, met hebre ha Hebreed zo testeniekaet a gozh e brezhoneg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2016 da 21:43 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Lizher d'an Efezidi".