Kaozeal:Lizheroù Paol

Evezhiadenn diwezhañ: 8 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ur pennad Lizhiri Paol zo dija. --Llydawr (kaozeal) 16 Meu 2016 da 07:41 (UTC)Respont

Ret eo diwall. "Lizhiri" a laka un arliv ha n'eus ket gant "Lizheroù". Pa lenner YBB (Yezhadur Bras ar Brezhoneg) p 220 pennad 351 "Kalz a anvioù o devez meur aliester. Neuz e talv al liester reizh (en -où pe en-ed) da zoare lïes strizh, hag egile (en -i pe -ier, da skouer)da liester dre vras.Aan hini diwezhañ-mañ a zo evel lïes d'an hini kentañ."

Daoust dezho bezañ niverus a-walc'h e c'heller kontañ lizheroù (Sant) Paol. Ar stumm dibabet gant Maodez Glanndour a zo an hini reizh eta. Ar gudenn a chom eo hini implij ar ger Sant (arliv katolik) pe chom hep implij anezhañ. Setu perak e c'heller mirout daou bennad hag ober ul liamm met gwelloc'h e vefe ober gant Lizheroù bep tro. --Herve Latimier (kaozeal) 16 Meu 2016 da 11:19 (UTC)Respont

Skrivet eo : Embannet int bet e brezhoneg e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad e 1897 ha gant Al Liamm e 1971 peurgetket. Gwir, met ankouaet eo troidigezh ar Gonideg, an hini gentañ koulskoude. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Eos 2016 da 18:32 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Lizheroù Paol".