Kaozeal:Loeiz XVII (Bro-C'hall)
Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Kinnig
Piv a zisplego din petra eo "mab eus Bro-C'hall"? Kergidu 27 Ebr 2007 da 08:24 (UTC)
- N'eus ken sellet ouzh pennadoù e yezhoù all evit deskiñ. Sevenoc'h e vefe reiñ da soñj db. anv ar bajenn er gaozeadenn kentoc'h evit kemm anezhañ hervez da faltazi dit-te hepken. Goulennet em boa ganit kemer perzh er gaozeadenn db. anv ar pennad Loeiz XIV, n'az teus ket respontet ha bremañ e adanvez ma fennad war-eeun! Soñjal a ra din e vefe mat dit reiñ abegoù evit harpañ da soñj estroc'h evit "evel-just". Trugarez--Kadwalan 27 Ebr 2007 da 08:53 (UTC)
- Neuze n'out ket gouest da zisplegañ. Hag e troez hep kompren. Anat eo e oa ret kemm evit ober evel en holl bennadoù a denn da roueed c'hall pe re all. Nemet c'hoant az pije da ren warne da-unan-penn. Kergidu 27 Ebr 2007 da 09:19 (UTC)
- Gwall seven eo da respont. Ha plijout a ra din kalz da zisplegadenn : ober e-giz er pennadoù all. Lenn mat ar pezh am eus skrivet dit war da bajenn kaozeadenn evit pediñ ac'hanout da gemer perzh en un tabut diwar-benn anv ar bajenn "Loeiz XIV". Tro az pije bet ha tro az teus c'hoazh da reiñ da soñj eno. Na'z teus ket graet betek-hen. N'eo ket me an hini a gemm anvioù pajennoù zo hep goulenn ali an dud all pe reiñ un displegadenn.--Kadwalan 27 Ebr 2007 da 09:35 (UTC)
- Kemer an dud evit genaoueien eo ober van da soñjal n'eo ket kenstag an holl bennadoù a denn d'ar rouaned evit a denn d'an doare d'o envel. Bernez Bernioù 27 Ebr 2007 da 09:59 (UTC)
- Diriotal din mar plij ganit. Diwar-benn an danvez anezhañ : Te an hini a lavar, resped dit, e ranker ober ar memes tra. Ne welan abeg ebet evit ober ar memes tra rik e pep lec'h gant ma vo titouroù kinniget mat en titl : an anv, an orin. Ha ne gred ket din ne ket falloc'h an doare-se da envel ur pennad diwar-benn ur roue evit an hini choazet gant K/gidu (a zisplij din kenañ, en anzav a ran, met n'eo ket abalamour da'm sorc'henn met abalamour ma kav din eo fall a-fed yezhadur). --Kadwalan 27 Ebr 2007 da 10:13 (UTC)
- Keepomp koul, paotred. Kadbzh 27 Ebr 2007 da 12:42 (UTC)
Kinnig
kemmañEvit kîpañ-koûl, ha chom poellek war un dro, setu pezh a ginnigan d'an holl studiañ:
- kement tra zo bet laret a-raok ne gont ket, deomp-ni, marc'hadourien moc'h, a zo war an dachenn, da zibab an doare -envel, ha n'eo ket d'ar re all, a yelo a-du gant un diskoulm fur mar kinnigomp unan
- ne dalv ket ar boan en em zrailhañ
- kenstag eo doare envel ar rouaned saoz, gall, spagnol, evel hini duged Breizh
- lakaet e vo da dalvezout an doare Loeiz XVII (Bro-C'hall) e titloù an holl bennadoù, peogwir eo ret kaout un doare unvan (siwazh da lod marteze, met urzh a vez ezhomm a-wechoù), ha peogwir
- eo ken poellek hag an doareoù re all (poellekoc'h hervez lod zoken, me ne ran forzh)
- ne ran ket forzh gant ma vo brezhoneg yac'h ha diskoulm unvan
- eo diazezet dibab Kadwallan war un toullad skridoù brezhonek (goude ma c'hall un tamm gwirionez bezañ er-maez anezho)
- e ra plijadur d'ar C'hadwallan
- eo koll amzer tabutal diwar-se.
Lakaat a rafen ouzhpenn: ret eo lakaat e pep pennad ul liamm gant ul listenn (da sevel ma n'int ket savet c'hoazh) ma vo implijet an doare-envel-se evit an holl:
- impalaerien Alamagn
- rouanez saoz, gall, spagnol, re Navarra, Prusia, Polska, ksared Rusia ha me oar , kenkoulz all
- duged Breizh.
Degaset e vo kement-se da soñj d'an holl saverien pennadoù nevez stag ouzh an dachenn-se seul wech ma vo ret. Bernez Bernioù 27 Ebr 2007 da 13:22 (UTC)
- Ok evidon. Kadbzh 27 Ebr 2007 da 14:33 (UTC)
- Mad eo din ivez evel just--Kadwalan 27 Ebr 2007 da 18:26 (UTC)
- Ok evidon. Kadbzh 27 Ebr 2007 da 14:33 (UTC)