Kaozeal:Nevezamzer
Nevez-amzer a zo skrivet e geriadur Roparz Hemon. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 12:19 (UTC)
- Lenn mar plij ar pezh am eus skrivet war da bajenn gaozeadenn.Rognogno 5 C'hwe 2007 da 12:28 (UTC)
- Ur fazi a zo moarvat e geriadur An Here, pa dalc'hont diskar-amzer gant ur barennig stagañ. Roparz Hemon a ro nevez-amzer. Evit ar mare 'm eus lakaet un adkas. Met moarvat e vije gwelloc'h lakaat ar pennad dindan nevez-amzer, a zo ar furm boutinañ. Benoni 5 C'hwe 2007 da 12:38 (UTC)
- Ar c'hontrol an hini eo, ur ger kenaozet "doareet+doareer" an hini (= nevezamzer = amzer an nevez), evel ma tiskouez al liester nevezamzerioù — roet gant R. Hemon — ha neket *nevezioù-amzer. Ret eo eta mirout ar stumm Nevezamzer da ziazez evel ma kaver el labourioù a-vremañ.Rognogno 5 C'hwe 2007 da 12:56 (UTC)
- Ur fazi a zo moarvat e geriadur An Here, pa dalc'hont diskar-amzer gant ur barennig stagañ. Roparz Hemon a ro nevez-amzer. Evit ar mare 'm eus lakaet un adkas. Met moarvat e vije gwelloc'h lakaat ar pennad dindan nevez-amzer, a zo ar furm boutinañ. Benoni 5 C'hwe 2007 da 12:38 (UTC)
Setu ur gudenn aes da ziluziañ gant un adkas. Emañ ar gwir gant Rognogno, ha nevezamzer zo evel kozhamzer, ha fallamzer, e-skoaz diskar-amzer zo evel pennad-amzer. Neuze n'eus fazi ebet e geriadur an Here. Salv ma vije ken aes evit an holl gudennoù. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2007 da 13:09 (UTC)
Koulzad an nevezamzer
kemmañE-keñver ar steredoniezh e krog an nevezamzer e broioù ar C'hornôg da gedez an nevezamzer : melestradurel eo an deiziadoù-se, a zo bet lakaet d'ar c'hedezioù ha d'ar goursavioù-heol (nevezamzer ~20/03 – ~21/06, hañv ~21/06 – ~20/09, diskaramzer ~20/09 – ~21/012, goañv ~21/12 – ~20/03).
Kreizoù ar pevar amzer a vez merket gant an deiziadoù-se e gwirionez, en hinouriezh naturel : e deroù miz C'hwevrer e krog an nevezamzer (Gouel ar gouloù, ar foeon o tifoupañ...), e deroù miz Mae e krog an hañv (Kala-Mae), kreiz an hañv eo gouel sant Yann (21/06, midsummer e saozneg, Mittsommer en alamaneg), e deroù miz Eost e krog an diskaramzer (an eostoù, an delioù o kregiñ da gouezhañ), hag e deroù miz Du e krog ar goañv (Kala-goañv). 2A01:CB08:8914:9400:B193:6B23:6C19:B56D 11 Gwe 2024 da 09:05 (UTC)