Kaozeal:Paotr e vec'h lann

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Kadwalan e kaozeadenn Feiz ha Breiz

e kant al Loar pa vez en he c'hann ?? kant/ kann ne vefe ket ar memes ger? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 30 Mae 2022 da 05:55 (UTC)Respont

A-fed etimologiezh marteze a-walc'h. Pep a ster disheñvel zo gant an daou c'her/furm skrivet avat evel ouzout. Un dra bennak all a lavarfes?--Kadwalan (kaozeal) 30 Mae 2022 da 11:00 (UTC)Respont
kann [ˈkãnː] h.g. 1. Stad al loar pa weler he c'hant en e bezh. Kann al loar. Emañ al loar en he c'hann, war he c'hann. Fenoz emañ ar c'hann. [...]. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 675a.--2A01:CB08:8BB7:F100:8D2A:46E2:2D7E:ABF0 30 Mae 2022 da 11:10 (UTC)Respont
Devri : kann / kant .3 (astronomie).--2A01:CB08:8BB7:F100:8D2A:46E2:2D7E:ABF0 30 Mae 2022 da 11:15 (UTC)Respont

Gwelet ivez ar pennad kant e Geriadur an Here ha kant2 e DEVRI. Met ne welan ket re perak. --Kadwalan (kaozeal) 30 Mae 2022 da 11:25 (UTC)Respont

Kann (cann, 1499), adj. qual., blanc, et s. m., éclat ; combat, bagarre, est issu du vieux breton cann, blanc, brillant ; il correspond au cornique can, très blanc ; splendeur, éclat, blancheur, au gallois can, blanc, brillant, au gaélique cannach, joli, aimable, et au gaulois canto-. Ces mots sont issus du celtique *kand-o.
Kant (cant, 1499), s. m., chant ; cercle, circonférence, disque, limbe ; van, est issu du vieux breton cant, cercle, plénitude ; il correspond au gallois cant, cercle, dôme céleste, périphérie, au moyen irlandais cét, colonne de pierre, et au gaulois cantos, cercle (de la roue), jante. Ces mots procèdent du celtique *kanto- latinisé en canthus duquel découlent les français chant et jante.
Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, 2003, Le Chasse-Marée, Douarnenez, pajennoù 366b ha 367b.--2A01:CB08:8BB7:F100:8D2A:46E2:2D7E:ABF0 30 Mae 2022 da 12:21 (UTC)Respont

Feiz ha Breiz

kemmañ

Feiz ha Breiz Gouere 1908, p. 211-212 : Daoust ha tud a zo el loar ? Lavaret a rear ema enni Yann hag e veac'h lann.
Yann a oa bet o laërez eur beac'h lann hag a en em gavas e vestr gantan : "Klaoustre, emezan, te a zo bet o laërez ar c'heuneut-ze em c'hoat-me." " - Ah ! nan eme Yan, me c'houlenn beza lonket gant al loar, mar d'euz eun tamm keuneut laëret ganen, war va c'hein."
Laër oa hag e c'houlenn en devoue.
Eur gonchenn ha netra ken eo an dra-ze da ober plijadur d'ar vugale. --Llydawr (kaozeal) 2 Mez 2022 da 11:53 (UTC)Respont

Trugarez, diechu ar pennad, anat eo. Danvez em eus da dreiñ ha da aozañ c'hoazh--Kadwalan (kaozeal) 2 Mez 2022 da 11:57 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Paotr e vec'h lann".