Kaozeal:Persefone

Evezhiadenn diwezhañ: 9 bloaz zo gant 2.13.200.75

Da vezañ enteuzet gant Persephona ha neuze da vezañ savet un adkas eus an eil pennad d'egile. ret e vo gortoz an diviz war ar stern e-keñver an doare da vrezhonekaat an anvioù divoutin henc'hresianek. --Merour (Neal) (Kaozeal) 17 C'hwe 2007 da 17:28 (UTC)Respont

Setu amañ an destenn bet tennet diwar ar pennad diverket dindan an titl Persephona da vezañ enteuzet gant homañ ((Kaozeal)):

Skrapadenn Persefone

kemmañ

Skrapañ a reas Hades e nizez Kore, gant asant Zeus. Persefone a oa ur plac'h a verc'h, ur plac'h yaouank brav-kenañ, ha desavet e oa e kuzh gant he mamm e Sikilia, an enezenn a blije dezhi ar muiañ, e lec'h ma oa e surentez. Pa oa o kutuilh bleuñv gant nimfennoù e kompezenn Enna e tigoras an douar dindan e dreid hag e tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.

Demeter a glaskas anezhi e pep lec'h hag a baouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus. Rediet e oa Zeus da glask un emglev etre Hades ha Demeter kent na vefe rivinet an Douar. Hag eñ ha kas Hermes davet Hades. Asantiñ a reas hemañ da lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Hades moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze. Met evel ma oa o vont kuit da Eleusis, unan eus jardinerien Hades, anvet Askalafos, a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn diouti (Lod all a lavar e oa bet rediet da zebriñ ur c'hreunenn gant Hermes e-unan). Ret e oa dezhi bevañ en Ifernioù hiviziken. Gourdrouz a rae Demeter paouez da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomfe he merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz hag ez afe davet he mamm e-doug peurrest ar bloavezh. Dont a reas da vezañ ar rouanez Persefone a veve gant Hades an hanter eus ar bloaz met na roas bugel ebet dezhañ.

Graet eo. — 2.13.200.75 30 Kzu 2014 da 21:47 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Persefone".