Kaozeal:Picus puniceus

Evezhiadenn diwezhañ: 6 vloaz zo gant Prieladkozh

Al liamm etre ar puniceus latin ha porphura ar gregach n'eo ket splann evit ar re n'o deus ket ur geriadur latin dindan o dorn. Po'low (kaozeal) 17 Kzu 2018 da 18:18 (UTC)Respont

Re wir : bet savet ganin dreist penn-biz moarvat ; s.o. punicea / puniceus.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2018 da 19:01 (UTC)Respont
Mil digarez rak ne gomprenan ket mat abalamour da betra em boa skrivet ar frazenn-se !--Prieladkozh (kaozeal) 17 Kzu 2018 da 19:15 (UTC)Respont
N'eo ket sot penn-da-benn da wir peogwir puniceus ha porphura a lâr ar memes tra d'an hini a zo boas pe boasoc'h d'an div yezh. Met ret e vefe troñsañ an traoù en ur mod disheñvel, n'ouzon ket mat penaos… Po'low (kaozeal) 17 Kzu 2018 da 20:34 (UTC)Respont

Demat, Din-me n'eo ket ken diaes-se reizhañ ar sotonioù bet degaset gant mab ma zad : dibabet e oa an anv-gwan puniceus gant Horsfield dre m'eo ruz-gwad un darn eus pluñv ar spesad-se ha n'on ket evit displegañ perak an diaoul em boa graet ma soñj d'ober meneg eus ar ger henc'hresianek "πορφύρα" !? Kinnig a ran ma vo kemmet "πορφύρα" e "pūnĭcĕus", ken aes ha tra, mard eo mat deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Kzu 2018 da 12:36 (UTC)Respont

An diaoul, me ba'i, n'en deus netra da welout en afer-mañ. Ma geriadur henc'hresianeg a lâr an dra-mañ evit ar ger porphuris : "2 - Oiseau au plumage rouge". N'eo ket porphura met un deverad tost memes tra. Setu : ma vefe kaset porphura da porphuris ha lakaet (etre krommelloù ?) un tamm troidigezh da puniceus ne vefe netra da lâr ken…Po'low (kaozeal) 18 Kzu 2018 da 17:20 (UTC)Respont

Hag ouzhpenn-se (spered gorrek ac'hanon), war 'm eus gwelet, ar br.wiki a zo an hini nemetañ a ra dave d'an anv henc'hresianek : arabat kas an daveenn-se d'ar boubellenn ! Po'low (kaozeal) 18 Kzu 2018 da 17:43 (UTC)Respont

Sur a-walc'h emañ ar wirionez ganeoc'h ha gwelloc'h ganin ho lezel da reizhañ an traoù diouzh ho tiskoulm, kuit din da c'hoari a-dreuz arre...--Prieladkozh (kaozeal) 18 Kzu 2018 da 18:21 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Picus puniceus".