Kaozeal:Pistolenn-vindrailher

Evezhiadenn diwezhañ: 10 miz zo gant Fanchigo

@Huñvreüs @Dishual Kinnig a ran adenvel ar bajenn "Pistolenn-vindrailher" pe "Pistoled-mindrailher" (cf. Ménard, Favereau).

- "Mitrailhetenn" ne raer ket gantañ en dielloù war an armoù pe e geriaoueg an arme.Ul lesanv tennet eus ul lesanv gallek eo. "Pistolenn-vindrailher" eo ar ger a-zere evit armoù evel-se.

- "Pistolenn-vindrailher" a zeskriv mat petra eo (un arm-skoaz gouest da dennañ en ur mod aotomatek kartouchennoù pistolennoù). Fanchigo (kaozeal) 31 Gen 2024 da 12:55 (UTC)Respont

Mat eo din, ha klotañ a ra gant ar pezh a zo bet graet e yezhoù all. Seblantout a ra pistolenn bezañ stankoc’h evit pistoled, hag ur bajenn pistolenn zo dija, neuze e vefen tuet da ober gant Pistolenn-vindrailher. Huñvreüs (kaozeal) 31 Gen 2024 da 15:22 (UTC)Respont
Gwelout ivez: Pistolenn damemgefre, adkas war-du Pistolenn evit poent. Huñvreüs (kaozeal) 31 Gen 2024 da 15:25 (UTC)Respont

Kudenn ebet gwell eo bezañ resis ha sklaer. A galon --Dishual (kaozeal) 31 Gen 2024 da 14:04 (UTC)Respont

Mat, trugarez deoc'h ho-taou. Adanvet em eus ar bajenn eta. Roit din da c'houzout ma ranker enbarzhiñ tud all (merourien all ?) e kaozeadennoù a seurt-se, ne fell ket din ober traoù a-dreuz. A galon, Fanchigo (kaozeal) 31 Gen 2024 da 15:31 (UTC)Respont
Mat e oa sevel ar goulenn er bajenn gaozeal evit ar pennad-mañ. A-hend-all, pa c’hell bezañ un dizemglev pe ur gudenn deknikel e c’hellez digeriñ ur goulenn adenvel.
Un dra vat eo ivez sellout ouzh ar pajennoù liammet (e lañser Ostilhoù) ha sellout ouzh al liammoù, gallout a ra bezañ mat kemmañ anezho daoust ma n’eo ket ret. Huñvreüs (kaozeal) 31 Gen 2024 da 15:40 (UTC)Respont
Trugarez. Cheñchet em eus al liammoù neuze. Fanchigo (kaozeal) 31 Gen 2024 da 16:36 (UTC)Respont

PISTOLET-MITRAILLEUR pistolenn-vindrailher f. pistolennoù-mindrailher e-barzh Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012/1028b.--2A01:CB08:8E1D:9400:D5F3:6F2F:C16B:7691 31 Gen 2024 da 16:17 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Pistolenn-vindrailher".