Kaozeal:Preizhadeg Roma (-390)

Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Bianchi-Bihanig e kaozeadenn Sac, saccage, saqueo, sack, plundering

titl

kemmañ

Kavout a ran drol implij arigrap er stêr-mañ. Gwelet e DEVRI eno. Preizhadeg a zerefe gwell marteze ? Kadwalan (kaozeal) 6 Gou 2022 da 16:12 (UTC)Respont

N'on ket spontet gant arigrap : arigrap zo bet, evel sach-blev, brezel, ha me oar, e meur a lec'h. Met preizhadeg zo mat-tre. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 26 Gou 2022 da 12:19 (UTC)Respont
Evel ma'z eo implijet e troiennoù er skouerioù a gavan em eus lakaet ur ger all. Dizalbad. Kadwalan (kaozeal) 26 Gou 2022 da 12:52 (UTC)Respont
Gwell ur ger anavezet, arigrap pe preizhadeg, ha komprenus, eget unan peuzdianav ... ma vez kelennet seurt traoù er skolioù. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 27 Gou 2022 da 06:28 (UTC)Respont
arigrap ne vez ket implijet evel-henn evit doare. Dizalbad n'eo ket dianav din. Kadwalan (kaozeal) 27 Gou 2022 da 12:08 (UTC)Respont
Kalz eeunoc'h ha kalz gwelloc'h eo preizhadeg. Dizalbad n'eo ket dianav da Gadwalan, emezañ. Gwell a se ! Met Wikipedia n'eo ket graet evitañ hepken. --Hans Abherve (kaozeal) 27 Gou 2022 da 12:15 (UTC)Respont
Am eus lavaret dija. Ar pezh a gont n'eo ket e vije anavezetoc'h ur ger da una pe d'egile, met soñjal el lennerien. Ouzhpenn-se eo bet kinniget preizhadeg gant Kadwallan, ha kavet mat gant daou all. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 27 Gou 2022 da 12:19 (UTC)Respont

Anavezetoc'h ganeoc'h marteze met n'eo na gwell nag eeunoc'h. Dizalbadiñ zo ur ger brezhoneg mat hag e c'hall forzh piv kavout anezhañ en ur geriadur. Ouzhpenn-se, dizalbadiñ ha preizhañ n'eo ket tre ar memes tra. Ha preizhadeg zo bet ouzhpennet gant Bianchi Bihan da zilostañ ar babu d'al lennerien dija. Kadwalan (kaozeal) 27 Gou 2022 da 12:35 (UTC)Respont

Dizalbadiñ ne seblant anavezet nemet e brezhoneg (lennegel) Gwened. Ha n'eo ket implijet e kalz skolioù. Ar verb preizhañ zo anavezet zoken e Leon, bro ar breizherien, hag eus ar ger preizh ez eus deveret meur a c'her all. Goulenn a ran votiñ. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 27 Gou 2022 da 12:41 (UTC)Respont
An daou c'her ne dalvezont ket ar memes tra evit kregiñ. Lakaat unan e-lec'h egile zo skrivañ pitibrezhoneg pe chom hep kompren eus petra zo kaoz. N'eo ket bet preizhet Roma hepken. Dizalbadet eo bet gant dir ha tan. Pe breset pe gwastet e brezhoneg ar c'hornôg.
Pa lavaren e anaven-me ar ger pemdez-se e oa evit lavaret e oa pell a vezañ peuzdianav evel ma soñj tud zo, abalamour ma n'o deus ket klevet ober gantañ. Ha piv ne zesk ket ur ger brezhoneg nevez ur wezh an amzer ?
Ha lavaret e vo e Bro-Gwened pe e Bro-Leon : "Ne rimp ket morse gant ar ger-se abalamour ma vez implijet e Bro-Dreger ha n'eo ket anavet amañ ?" Emichañs ne vo ket. Emichañs e vo tu d'ober gant holl binvidigezhioù hor yezh gant forzh piv ha forzh pelec'h kuit da zistreiñ da rannyezhoù digomprenus evit ar re all. Kadwalan (kaozeal) 27 Gou 2022 da 14:54 (UTC)Respont
Evidon-me a gav gwelloc'h preizhadeg, kinniget uheloc'h gant Kadwalan. --Llydawr (kaozeal) 28 Gou 2022 da 06:58 (UTC)Respont
Cheñchet em eus ali evit an abeg meneget uheloc'h. Preizhadeg ne zere ket Kadwalan (kaozeal) 28 Gou 2022 da 13:57 (UTC)Respont
Sklaer din : 3 a-du gant "preizhadeg", 4 ma konter Kadwalan, a-enep 1. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 28 Gou 2022 da 07:05 (UTC)Respont
Evel em eus lavaret preizhadeg ne zere ket. Kaout c'hoant da lakaat ur ger a anavoc'h zo un dra, implijout ur ger resis zo un all. Kadwalan (kaozeal) 28 Gou 2022 da 13:58 (UTC)Respont

Displeg dimp 'ta, pa gomprenez gwell eget hini ac'hanomp... Bianchi-Bihanig (kaozeal) 28 Gou 2022 da 14:22 (UTC)Respont

Sac, saccage, saqueo, sack, plundering

kemmañ
  • Dont a ra ar ger "sac" (tremenet en un toullad yezhoù) eus ar sac'h a veze gant ar breizherien da lakaat an traoù a laerent. Ar Rused a garg kamionoù (ha ne oa ket en amzer-se) gant o laeroñsioù en Ukraina.
  • Ar ger "plundering" a gaver e saozneg (deuet eus an alamaneg?) a dalvez(fe) war un dro laerezh ha distruj.

D'am meno eo sklaer an traoù, ha n'eus ket ezhomm da glask pemp troad d'ar maout : preizhadeg a zere, evel a ouzomp holl, n'eus ket da dortañ, ar peurrest n'eo nemet alaouriñ an neudenn. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 28 Gou 2022 da 14:42 (UTC)Respont

Brav eo soñjal e yezhoù all (italianeg pe me oar-me) met just a-walc'h sterioù disheñvel o deus ar gerioù er yezhoù all-se ha ne ra nemet luziañ ar pezh a soñjez. E brezhoneg Preizhañ a gaver gant ar ster "piller" hepken. Displeget em eus uheloc'h e oa kentoc'h dizalbad, bres pe gwastadur (e Vallée) a zerefe hag a gaver en testennoù (drast 'm eus lezet a-gostez dre ma ne oa ket a skouerioù anat). An dalc'h n'eo ket e oa bet preizhet Roma hepken (evel-just e oa bet preizhet) met distrujet e oa bet ar geoded (pa reer anv anezhi amañ) ha lazhet annezidi e-leizh ouzhpenn. Ar ster-se a gaver e-barzh sac(cage) pe plunder evel ma lavarez da-unan. Mont a ra un disterañ en tu all da ster ar verb preizhañ, d'am meno eo sklaer an traoù, ha n'eus ket ezhomm da glask pemp troad d'ar maout, n'eus ket da dortañ, ar peurrest n'eo nemet alaouriñ an neudenn. (evel ma lavar unan bennak). Kadwalan (kaozeal) 28 Gou 2022 da 16:36 (UTC)Respont
Evel-just eo mat , pe brav evel a larez, soñjal er yezhoù, evel-se e ra kalzik a dud a glask treiñ.
En holl breizhadegoù graet gant un arme, Troia, pe Roma, pe Liège, pe Panama, pe Maracaibo, ha seizh kant all, e veze gwelet lazhadeg, tangwall, ha kant tra all, evel a oarez ervat : an dud eo a zo preizhoù ha n'eo ket an arrebeuri hepken.
Perokediñ ne zispleg ket ster ar ger dizalbadiñ, a dlefes ober d'hon sklêrijenniñ, peogwir out an hini nemetañ a implij ar ger amañ. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 28 Gou 2022 da 19:07 (UTC)Respont
Pa'z eo ret dilostañ ar babu, ar gerioù a venegez e yezhoù all n'o deus ket ar memes ster hag ar ger brezhoneg a fell dit implijout. Mat eo gouzout ar pezh 'vez lâret e yezhoù all met e brezhoneg mat e klasker skrivañ.
Evel ma lârez e c'hoarvez traoù a bep seurt pa vez kemeret ur gêr. Da-unan e implijez gerioù disheñvel d'ober anv anezhe : lazhañ n'eo ket bountañ an tan ha preizhañ n'eo ket dizalbadiñ pe bresañ kêr.
Kavet em eus farsus drevezañ da c'hiz da vont amplik ganti. Moaien e vefe da begañ an dra-se e fin forzh peseurt bomm-lavar.
Displeget em eus dija just a-us petra e oa ar gerioù dizalbad/dizalbadiñ ha re all ha roet liammoù etrezek DEVRI. Speredek a-walc'h ez out a dra sur da follennata ur geriadur pe da heuliañ al liammoù da lenn DEVRI ma fell dit. N'emaon ket o vont da randoniñ. Poent eo mont da gousket, d'am meno eo sklaer an traoù, ha n'eus ket ezhomm da glask pemp troad d'ar maout, n'eus ket da dortañ, ar peurrest n'eo nemet alaouriñ an neudenn ;-). Kadwalan (kaozeal) 29 Gou 2022 da 20:57 (UTC)Respont
...ar gerioù a venegez e yezhoù all n'o deus ket ar memes ster hag ar ger brezhoneg a fell dit implijout. Pa ne oarin ket petra a fell din larout e oarin digant piv goulenn. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 30 Gou 2022 da 09:22 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Preizhadeg Roma (-390)".