Kaozeal:Priedelezh e Breizh
Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Bianchi-Bihan
Ma vo dalc'het ar pennad-mañ disheñvel diouzh ar pennad pennañ "priedlezh" e vefe mat diforc'hañ danvez an daou bennad-mañ: da lârete eo reiñ daveoù er pennad-mañ diwar-benn perzhioù rezis ar biedelezh o tennañ da Vreizh. -- Merour (Neal) (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 14:22 (UTC)
Gallout a ri ober da-unan. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 17:00 (UTC)
- souezhusat tra! savet ganit ur pennad "Priedelezh e Breizh" na gavera ennañ daveroù resis ebet d'ar briedelezh e Breizh disheñvel diouzh ar briedelezh e lec'h all ha ma lâret e vefe din d'ober war?! Ne vije bet bet savet ar pennad-mañ nemet evit gallout termeniñ ar briedelezh hep ober meneg eus ar fed ma c'hell baotred dimeziñ gant paotred ha maouezed gant maouezed e muioc'h mui a vroioù? D'an neb a fell dezhañ/i goût hiroc'h, n'en/he deus ket met lenn ar bajenn gaozeal stag ouzh ar pennad puezheñvel "Priedelezh" bet distrujet ganit penn-da-benn. --Neal (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 18:15 (UTC)
- Kement pennad kroget ganin zo digarez dit da glask tabut.
- Ne savan ket ur pennad eveldout dindan daou vunut. Amzer zo.
- Gaou a larez ur wech ouzhpenn: savet em boa ur rannbennad, gant un titl, evit komz eus se, hag ur pennad goude, n'eo ket diaes da lenn pa ne vezer ket a feiz fall.
- "muioc'h mui a vroioù" ma kerez: e 2001 ne oa hini ebet, ha n'eus nemet un 10 bennak bremañ, kement-se zo meneget ivez.
- Skuizh on aet gant da chaok : lezel a ran al labour ganit da ober, ra 'n em servijo an Aotrou e-unan.
- Sur on e teui c'hoazh da glask rev e parkoù all.