Kaozeal:Pyrénées Orientales
Politikerezh ofisiel Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg. |
Lennit ar politikerezh amañ. |
--Neal 19 Du 2006 da 10:56 (UTC)
Ar pezh zo dispar u r wech ouzhpenn eo ne vo ket koz gant ar re o deus boulc'het gant al labour.
Pive en deus dibabet ar ger "Reter Pireneoù"? Pelec'h eo bet implijet a-raok? Neblec'h nemet e penn un den. Ha ma sav c'hoant din lakaat Pireneoù ar Reter, ganet pemp munut zo e Breizh etrezon ha ma gwreg, anavet gant daou zen , petra a ran? Evel un aotrou amañ, cheñch hep kaozeal? Ouzhpenn 90 pennad zo, peadra zo da c'hoari. Ha Val d'Oise, penaos e lakaez se? Bianchi-Bihan 3 Du 2006 da 19:59 (UTC)
Me 'm boa lakaet "Pireneoù ar Sav-Heol" er pennad Katalonia ha Katalonia an Norzh. Rognogno 3 Du 2006 da 20:05 (UTC)
- N'on ket a-enep na tamm ebet, daosut ha ma vez implijet muioc'h - war a welan -- ar stummoù reter, kornôg, norzh ha su en anvioù-lec'h kentoc'h evit sav-heol (kv. levant), kuzh-heol, hanternoz ha kreizsteiz. ro din da soñj. A-hednall, mar fell dit e c'hellez sevel adkasoù "Pireneoù ar Sav-Heol" > ""Pireneoù ar Reter" ma'c'h out a-du gant ar stumm-se met fellout a ra dit mirout ar stumm-se er pennad bet savet ganez.--Neal 3 Du 2006 da 21:02 (UTC)
A zo un tamm mat brezhonekoc'h eget ar brizhanv plantet dimp. N'eus forzh penaos n'hon eus ket da dreiñ nag Arkansas nag anvioù an departamantoù gall. Pe neuze e troomp Somerset, Oxford, hag an holl anvioù saoz a c'hallor ivez .
- ha n'eo ket bet brezhonekaet anv Londrez 'michañs? Met ur gudenn diheñvel-mik an hini eo, rak e Stad Frañs emañ Breizh ha dave a reer e brezhoneg aliesik-tre da draoù a denn d'ar stad-se, evel, da skouer, an departamantoù. un undad politikel ha sevenadurel an hini eo - Breizh-Veur n'eo ket ata. ha c'hoazh, bez' e c'hellfer komz eus ar Finistère ivez kentoc'h evit treiñ? ha mar vez tu da dreiñ an anv-mañ, perak cjom hep teriñ reoù all, ken gallek all (rak n'eo ket un anv brezhonek hengounel Finistère ivez, anat deoc'h). --Neal 3 Du 2006 da 21:01 (UTC)
- An anv, pe droienn, penn ar bed, zo bet implijet a-raok savidigezh an departamant a gav din. n'eo ket nevez e brezhoneg, pe n'eo ket ken nevez ha re naoned pe roazhon.
Ober a ran ar c'hemm etre: 1° an anvioù brezhonek kozh (londrez, mezven, alamagn); 2°an anvioù brezhonekaet (Liger atlantel). er re-se e ran ar c'hemm etre a) ar re hon eus ezhomm evit ren ur vuhez vrezhonek (Liger atlantel) b) ar re zo ken estren ha ken diezhomm ha Birmingham pe Vladivostok, a c'haller treiñ evit ar fent, lakaat en ur pennad, met n'int ket da lakaat e-lec'h an anv ofisiel en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:23 (UTC)
- sur-amt ez eus kement a dud a oar hag a gomz ingal brezhoneg e departamantoù zo e frañs evit el liger atlantel - muioc'h marteze. ezhomm e vefe gallout kaozeal diwar o fenn e brezhoneg ivez kea? ha ken kozh all eo e gwirionez an "anvioù brezhonek kozh" - ha pet oa oa bet krouet gant Roparzh Hemon ha tud all n'eo ket keid all zo?--Neal 4 Du 2006 da 10:48 (UTC)
- Reterbireneoù e vije, en ur ger, gant ar c'hemmadur: votomp etre an tri anv brezhonek hag an hini gallek eta. pet den a vot? Tri? pevar? Bianchi-Bihan 4 Du 2006 da 09:23 (UTC)
ya, perak ket? evit a sell ouzh ar votadegoù, kemer a raio perzh an dud ma fell dezhe, hini ebet (na merour/ez e vefe) a c'hell rediañ an dud da votiñ. ha mat e vefe dit lakaat utr sizhunvezh evit menel digor ar votadeg pe hiroc'h evit ma kemerfe perzh ar muiañ tud posubl?--Neal 4 Du 2006 da 10:39 (UTC)