Kaozeal:Reduer-son

Evezhiadenn diwezhañ: 13 deiz zo gant 2A01:CB08:8760:C700:6182:E9FC:F87D:27EC e kaozeadenn « Reduer-son » ?

« Reduer-son » ?

kemmañ

Brezhoneg beleg e vije ar verb "reduiñ" mar bije anezhañ. Ur verb didrouzañ zo, alese un didrouzer, evel meneget e Geriadur Al Liamm, 2014, p. 174-a. 2A01:CB08:8760:C700:9425:D10B:82CB:8238 6 Kzu 2024 da 10:28 (UTC)Respont

Ar verb "reduiñ/reduiañ" zo anezhañ e brezhoneg abaoe ar XVIvet kantved da nebeutañ (cf. Devri, Favereau...), hag en implij e brezhoneg yac'h e Treger / Leon hiziv ivez. An termen "didrouzer" am eus soñjet ennañ, met ne gord ket gant termenadur ur reduer-son pa ne voug ket ar son penn-da-benn evel ma weler er filmoù. Kordañ a rafe gant "silencieux" pe "silencer" implijet er yezh pemdez, pa gav gwelloc'h kalz tud arbennikaet ober gant "réducteur de son" pe "suppressor". A galon, Fanchigo (kaozeal) 7 Kzu 2024 da 07:55 (UTC)Respont
Hepken e Le Mirouer de la Mort, ur skrid kristen kentelius (miroir er Grennamzer) a-zivout ar pezh a c'hoarvez gant an dud goude o zremenvan, e lenner reduiañ ha reduiet, a zo brezhoneg beleg e-touez brezhoneg yac'hoc'h a-galz eget ar pezh a glever hag a lenner e Breizh-Izel a-bezh hag er pezh a chom eus an Emsav :
  • gwerzennoù 67-70 : An quentaff aneze, euelse a leaff, / Ez laqua pep heny den em humiliaff, / Ouz songeaff an danuez, peba'n deues bezaff : / Ha plen ê en heny, ez deuy da reduiaff.
  • gw. 219-223 : Gouuez lem an reman, ne quyffy glan manet, / Nemert breynder adreff, ha remaignant preuet : / En douar bet nary, ez yndy reduiet, / Deze ne taluoe stat, bezaff re goac maguet.
A-fed teknik : mar mennit bout ker resis hag ar galleg → digresker, direer, koazher ; hag ar saozneg : didrouzer,mouger.
Alioù n'eo ken, evel-just. A galon, 2A01:CB08:8760:C700:6182:E9FC:F87D:27EC 7 Kzu 2024 da 09:41 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Reduer-son".