Kaozeal:Riez

Evezhiadenn diwezhañ: 1 bloaz zo gant 176.134.118.16

Ur riez oc'h ober hec'h annez? Ur vaouez eo? N'eo ket sklaer ar pennad A-wechoù e kredan e komz eus un den, a-wechoù eus an "nasion", a-wechoù all eus ar stad. Ar re o deus ijinet ar ger ne oa ket sklaeroc'h o sonj evit se?

Qropotkinin 31 Meu 2006 da 08:44 (UTC)Respont

Tennet em eus ar meneg "gant piv?" lakaet ganit goude un droienn bennak. N'eo ket peogwir ne vefe ket ezhomm da resisaat met peogwir emañ ar menegoù-se da vezañ lakaet war ar bajenn gaozeal kentoc'h eget e korf ar pennad. --Fulup 1 Ebr 2006 da 20:39 (UTC)Respont

Me eo an hini en deus troet ar pennad diwar ar saozneg. Gwelloc'h e kavan ober gant riez pa vez kaoz eus un "état souverain". Stad a zo evit ar stadoù kevredet (SUA) ha marteze evit an troioù-lavar hengounel : deskadurezh-stad. Kavet e vez riez er gwask brezhonek alies awalc'h. Dizoloet 'm eus er pennad e saozneg e vez komzet gant ar wiraourien eus ar "Westfalian State", met n'on ket gwiraour. Dre ar Wikipedia e tesker meur a dra. Ma n'eo ket reizh annez, ra vo degaset ur reizhadenn. --Ch. Rogel 1 Ebr 2006 da 22:00 (UTC)Respont

  • Kuzhet ganin Emglev Montevideo abalamour ma n'ouzer ket da be hini e reer dave (pemp zo bet).
  • Lamet ganin daou liamm etrewiki giz kozh.
  • Soñjoù personel Ch. Rogel zo e dibenn ar pennad.
  • Ur pennad Stad zo, a gas d'an hevelep danvez er yezhoù all, pa gas Riez da bajennoù disheñvelout.

Sad Edgar (kaozeal) 5 Mae 2014 da 12:42 (UTC)Respont

Ma vez implijet ar ger "Riez", e rankimp diskarañ an HOLL levrioù istor / douaroniezh eus ar CP d'an termen... 82.127.155.186 18 Gwe 2023 da 12:24 (UTC)Respont
Setu un nebeut skouerioù tennet eus ar gelaouenn Al Liamm :
  • 1963 : [...], studi ar vro hag an arboellerezh en un nebeut riezoù diorreet pe war-ziorren : [...]
  • 1964 : [...] evit reiñ d' an iwerzhoneg al lec'h dleet dezhañ e Riez Iwerzhon.
  • 1965 : Studi ar glenn, an dud, an armerzh en un nebeut riezoù diorreet pe war ziorren : [...]
  • 1967 : [...], da dostaat ouzh an anv-den hBr..Riedoc, Rietoc = *riezek, a ziskouez splann e oa anavezet en hor yezh ar ger riez (deveret eus ri « roue »), bet adimplijet a-c'houde Kerverziou.
  • 1969 : Ha trec'h vo drezañ hon riez er brezel...
  • 1970 : Ar "brezel iskis" ha trec'hioù ar riezoù faskour.
  • 1971 : [...] : Renadoù faskour, renadoù ar riezoù isdiorreet.
  • 1972 : [...], ne vo ket studiet kudenn Palestiniz na politikerezh ar riezoù bras e-keñver Palestina.
  • 1973 : [...] evel pa vefe an dugelezh "e-kichen" Bro-C'hall ha nann "e diabarzh" bevennoù ar riez-se.
  • 1976 : [...], ne ouzont ket zoken lec'hiañ riezoù Europa war ar gartenn douaroniezh ; [...]
  • 2017 : [...] diwar-benn istor riez Aljeria, bet un drevadenn c’hall e-pad hanter kant vloaz.
  • 2019 : Eva Morales, an henvroad kentañ e penn ar riez, en deus ranket [...]
  • 2021 : Gant Paol ar Meur ez eus kaoz eus Mustafa Kemal ha diazezoù riez Turkia.
176.134.118.16 18 Gwe 2023 da 20:33 (UTC)Respont
Ur skouer all, tennet eus Le Peuple Breton, niv. 574, 2011, p. 17 :
  • Petra bennak e vez graet ur steuñv tri mil kempennet evit distreiñ an dour-beuz diwar Bangkok, ennañ implij kanolioù ha reñvell-koll, e chom berr servijoù ar riez da daliñ outi.
176.134.118.16 18 Gwe 2023 da 20:47 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Riez".