Kaozeal:Robert Neal Baxter

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Yawn ha barailh

n'eo ket hennezh ur pennad holloueziadurel. n'on ket piv a c'hell bezañ dedennet gant lenn-se e korf ur pennad - dreist-holl pa c'heller lenn an hevelep tra war ma fajenn bersonel. Ouzhpenn, n'hallan ket astenn ar pennad dre m'emañ difennet ouzh an implijerion/ezed sevel pennadoù diwar o fenn o-unan.

--Neal (Kaozeal) 18 Mez 2007 da 15:04 (UTC)Respont

A-du. Diverket eo bet ganin da c'hortoz e vije savet ur wir pennad. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 18 Mez 2007 da 15:15 (UTC)Respont

Goulenn aotre

kemmañ

Peurliesañ e vez erbedet da bep implijer/ez chom hep skrivañ diwar e benn e-unan/diwar he fenn hec'h-unan. Goulenn a ran aotre an implijerion/ezed all en degouezh-mañ neuze klokaat an tamm pennad-mañ bet savet gant un implijer all diwar ma fenn. Hoc'h ali, mar plij. Neal (Kaozeal) 18 C'hwe 2009 da 11:26 (UTC)Respont

Er wikioù all e kredan ne vez meneget nemet al levrioù embannet, ha n'eo ket ar pennadoù. N'eo ket ret ober gant ar memes reolennoù evel-just. Met ne dleje ket ar pennadoù tennañ re d'ur CVivez. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 02:30 (UTC)Respont
Pa vez meneget an troidigezhioù embannet ne welan ket perak ne vefe ket meneget pennadoù-skrid embannet, dreist-holl m'az eo ar re se lodenn vrasañ labour un den bennak. Gwir eo e vez meneget al lverioù embannet gante pa denn da dud a embann levrioù (lennegezh peurliesañ), a-hendall e meneger alies a-walc'h ivez pennadoù-skrid embannet gant enklaskerion/ezed, da skouer Itamar Even-Zohar. A galon, Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2009 da 07:17 (UTC)Respont

Ali

kemmañ

Un ali ouzh un ali:rampo. Ma vije lakaet roll an holl bennadoù savet gant Roparz Hemon, pe gant klaskerien, pe gant kazetennerien, pe tud evel ar re a skriv e-barzh Bremañ, ne zegasfe netra d'ar wikipedia. An troidigezhioù zo un afer all: unan bennak a felle dezhañ e vije meneget an troidigezhioù brezhonek ha ne oant ket levrioù. Bremañ emaer gant pennadoù ha n'int ket troidigezhioù d'ar brezhoneg. Ret eo lakaat un harz, ha lavarout a ran ma ali:

  • levrioù hepken,
  • pennadoù e brezhoneg hepken. N'eus nemet ober liammoù gant ar wikipedia galizek evit anvioù ar pennadoù galizek (ma'z int aotreet). Met ma'z eo ret tremen hep ar pennadoù brezhonek, gwell a se. N'eus nemet ober pennadoù diwar-benn ar c'hazetennoù a embann ar pennadoù, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 09:36 (UTC)Respont

Respontoù

kemmañ
  • n'eo ket peogwir n'eo ket bet ouzhpennet holl bennadoù bet savet gant an den-mañ'n-den ma rankfer chom hep hen ober diwezhatoc'h.
  • pa denn ur pennad d'un den skrivagner/ez e vefe reizh menegiñ ar romantoù bet savet gantañ/i, pa denn d'ur barzh pe d'ur varzhez e vefe reizh menegiñ ar barzhonegoù bet savet ganti/i, pa denn d'ul livour/ez e vefe reizh menegiñ an taolennoù bet livet gantañ/i. ha neuze ne gomprenan ket perak ne vefe ket ken reizh all menegiñ ar pennadoù-skrid embannet gant un enklasker/ez nag an troidigezhioù embannet bet kaset da benn gant un troour/un droourez. ne welan ket perak e vefe ret lakaat un harz, nemet e vefe evit chom hep embann ar sportoù a blij d'un den n'eo ket sportour a-vicher, da skouer.
  • ha perak e ne vefe ket "aotreet" menegiñ pennadoù e galizeg? gant piv 'ta? perak e rankfe menegiñ pennadoù/oberennoù bet savet e brezhoneg nemetken? ne c'hellfer ket menegiñ neuze pennadoù a-bouez bet savet gant an den-mañ'-n-den abalamour ma'z int bet savet en ur yezh estreget ar brezhoneg? gwir eo ec'h eo hemañ ar wikipedia e brezhoneg, met ne dalv ket kement-mañ m'az eo un wikipedia diwar-benn ar brezhoneg nemetken.
  • n'on ket gwall troet gant sevel pennadoù diwar ma fenn ma-unan hag abalamour da se e oa bet lamet kuit ar pennad-mañ gwezhall d'am soñj. m'eo bet savet ar pennad-se gant un den bennak all, avat, daoust d'e abegoù orin evit hen ober, e kavan rezih gallout klokaat danvez ar pennad en un doare holloueziadurel dres evel m'eo bet great hag evel ma reer gant tud all bet savet pennadoù diwar o fenn.
  • D'am soñj ez eus un diforc'h bras ivez etre Bremañ, da skouer, diouzh un tu hag ur gelaouenn skiantel gantañ ur c'huzul ren hag ur chomite skiantel enne tud brudet war an dachenn-mañ'n-dachenn hag implijet gant ur sistem anvet "pier review" diouzh an tu all, da skouer Terminology [1]. Diouzh an tu all avat, ne welfen abeg ebet evit chom hep menegiñ pennadoù embannet e Bremañ pe en ur gelaouenn all e korf ur pennad o tennañ d'ur c'hazetenner pe d'ur gazetennerez. Ganin-me ez eus bet embannet penandoù e bremañ ivez met n'em eus ket kavet mat o menegiñ rak n'eo ket ma hini ur vicher kelaouenner ha ne denn ket ar pennadoù bet embannet ganin d'am micher ivez. Reizh ivez e kavfen menegiñ pennadoù embannet en ur gelaouenn evel Bremañ, pe n'eus forzh pesuert hini all, seul wezh ma tennfe danvez ar pennad da dachenn vicherourel an den ma saver ur pennad diwar e benn.
Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2009 da 10:27 (UTC)Respont

Pennadoù

kemmañ

War a seblant eo db menegiñ ar pennadoù-skrid savet gant hemañ-hen ez eus kaoz ganeomp. Lavaret em eus ma soñj dija. Ne welan ket perak e vije meneget amañ

A-hend-all

  • ne glaskan reiñ aotre ebet (ha n'eo ket ganin ez eus galloud, n'eo ket me am eus serret kont ebet ), met un ali, hervez reolennoù wikipedia ha gwir pep kenlabourer, klasket e vo sevel pennadoù er wikipedia da zisplegañ peseurt kemm zo etre an daou veiziad man'eo ket sklaer a-walc'h;
  • n'eo ket reizh menegiñ kement barzhoneg skrivet gant ur barzh, na ken nebeud kement pennad kazetenn skrivet gant ur c'hazetenner, na kement pennad-klaskerezh savet gant ur c'hlasker, evel-se emañ kont peurvuiañ e wikipedia;
  • n'eo ket reizh keñveriañ ur pennad-klaskerezh hag un daolenn livour, ur romant (100 pajennad peurvuiañ) hag ur varzhoneg (lakaomp ur bajennad); ret eo displegañ perak?

Traouigoù all:

  • n'eus kazetenner brezhonek ebet a vicher e-barzh Bremañ. Pe unan zo? N'ouzon ket. N'en deus ket savet pennad ebet diwar-benn ar gazetenn-se c'hoazh.
  • N'eus ket da glask abegoù, evel ma klasker laou e penn tud zo (anv brezhonek ar pezh a zo bet anvet tagadenn bersonel amañ gant tud zo) d'ar sevel pennadoù: pe ez int mat pe n'int ket, ha ma n'int ket, penaos o gwellaat.
  • Meur a wech em eus bet graet meneg eus pennadoù db tud ha ne oant ket gwall holloueziadurel, pa gomzed eus o mennozhioù db n'eus forzh petra all, evel eus o buhez prevez. Chomet int betek-hen. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 11:29 (UTC)Respont
  • Respontoù all
    • n'oûn ket hag-eñ ez eus kazetennerion/ezed a-vicher o kas pennnadoù da vBremañ, met n'eo ket difennet oute hen ober ha mar rafen e vefe mat d'am soñj menegiñ seurt pennadoù ivez e korf ur pennad savet diwar o fenn.
    • d'am soñj eo ma fazi brasañ bezañ chomet hep implijout ul lesanv evit sevel ma c'hont-implijer ha neuze em bije gellet skriv diwar ma fenn ma-unan hep skoilh ebet. m'enfin, traoù 'zo n'em eus ket graet ha ne rin ket.
    • evit a sell ouzh serriñ kontoù, evel-just n'eo ket bet graet gwezh ebet rak n'eus ket an doare d'hen ober abalamour ma n'out ket bet dilennet gant ar gumuniezh evel merour/ez evel m'eo bet gant an holl verourion gante ar galloud-se. ha c'hoant ac'h eus komz eus ar fed m c'hller serriñ pennadoù? gwell e vefe klask ul lec'h dereatoc'h evit ar bajenn-gaozeal-mañ neuze.
    • ne welan ket perak e vefe pouezusoc'h ul levr dezhañ 200 pajenn evit unan 100 pajenn na perak e vefe gwell ur romant hir evit ur varzhoneg verr. ya, kavout a rafen mat ma tisplegfes perak e vefe aesoc'h treiñ ur varzhoneg evit treiñ ur romant. ha kevatal eo diaester ha/pe perzh-mat hag hirder?
    • pa saver ur pennad diwar-benn unan benak bet embannet traoù ganta/i e kavfen gwell me klask ouzhpennañ ur roll klokañ ar gwellañ. n'eo ket din-me da dibab petra a rank bezañ meneget pe get e-touez holl oberennoù an den-mañ'n-den, geo?
    • war a welan n'eus netra a dennfe d'am buzeh prevez, geo? devaeennoù micherel hag akademiek a zo da lenn nemetken. klask laou? n'eo me an hini ac'h a da glask...
Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2009 da 12:51 (UTC)Respont

Yawn ha barailh

kemmañ

Ur wech ouzhpenn e klasker kompren a-dreuz ar pezh a skrivan (aotre, skoilh, hag all), hag a vo sklaer a-walc'h da dud all marteze. N'eo ket me zo o klask lakaat eoul war an tan, na droukveskañ traoù a bep seurt. Anat eo da neb a oar lenn

  • n'em eus ket komzet eus pegen diaes eo treiñ tra pe dra amañ, ur pennad treiñ ha troidigezh zo evit se
  • n'em eus graet tagadenn bersonel ebet.

Neuze ne larin mui netra amañ: skuizhus eo kaozeal gant neb na fell dezhañ kompren nemet ar pezh a skriv . Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 13:18 (UTC)Respont

Re wir feiz. Ha piv en deus komzet eus tagadennoù? pa sellan mat eo te a gomz diwar o fenn atav. Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2009 da 14:23 (UTC)Respont

Gwir eo: re alies e ankouaez adlenn pezh a skrivez. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 16:20 (UTC)Respont
re wir barner meur. n'hallomp ket holl bezañ ken disi all. met fazioù yezh ha bizskrivañ pe get, n'em eus ket bet tro da lenn e neplec'h respont ebet o tisplegañ pesuert diforc'h a c'hellfe bzañ etre ur varzhoneg ur bajenn dezhi hag un destenn blaen 100 pajenn dezhañ estreget an hirder... marteze e vefe ret sevel un deorienn nevez war dachenn an treiñ ha diskar an holl divizoù luzeit pe luzietoc'h a glask sklaeraat an elfennoù a laka un destenn da vezañ diaes pe aes da dreiñ. kavout ar respont: n'eus ket muzuliañ an destenn orin.
war a welan ivez, bewezh ma chomez hep arguzenn nevez ken da reiñ war un dachenn resis m'eur o kaozeal diwarni ec'h ez da glask laou er fazioù yezh. ne vern, ay on boas.

Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2009 da 16:34 (UTC)Respont

Pezh a felle din lavarout, a aotrou meur (kement ha kenderc'hel gant giz nevez an anvioù enorus), peogwir e rit van ur wech c'hoazh da chom hep kompren, eo e c'hallit teurel ho tagadennoù pa garit ha ne welit ket anezho goude, ken naturel e kouezhont marteze diwar an uhel.
Pa'm bo c'hoant da damall e fazioù da ub ne rin ket dre zindan.
  • Ne gomprenan ket ar frazenn digomprenus-mañ ganit:kavout ar respont: n'eus ket muzuliañ an destenn orin. Met marteze ne oa ket graet evit bout komprenet. Neuze na skuizh ket.
Hirder un droidigezh n'eo ket danvez ar pennad-mañ Wikipedia:Pajenn gaozeal.

A galon. Bianchi-Bihan 19 C'hwe 2009 da 17:46 (UTC)Respont

Gwir eo, ur fazi yezh/bizskrivñ ken spontus all ganin adarre. ret e oa lenn: "kavet ar respont: n'eus ket muzuliañ an destenn orin.". hag ur wezh all, n'eo ket ganin-me ma oa bet lañset ar gomz diwar-benn hirder an troidigezhioù. trawalc'h a labour am eus o prientiñ pennadoù-skrid diwar-benn an treiñ hag ar jubenniñ evit bezañ embannet e kelaouennoù a-feson evit chom da divizout diwar-benn ar c'hraf-se ganit amañ. mar fell dit goût 'pezh a soñjan, n'ec'h eus ket 'met o lenn (kavout a ri ur roll damglokig e traoñ ar pennad-mañ). hag evit achuiñ, chom hep bezañ a-du gant unan bennak n'eo ket kevatal d'e dagañ. A galon, Neal (Kaozeal) 19 C'hwe 2009 da 20:22 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Robert Neal Baxter".