Kaozeal:Ruzieg
Evezhiadenn diwezhañ: 10 vloaz zo gant Prieladkozh
Petra 'zo "neptuekaat" amañ [1]? Ar c'hontrol an hini eo (gant "tennet…evit ober gant"). Neptuekoc'h e oa a-raok.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Meu 2014 da 11:29 (UTC)
- Demat, Ar pezh a vefe mat din gouzout eo perak ha gant piv e oa bet divizet mont a Ruvieg da Ruzieg a-barzh fin ar gont : amañ emañ tal ar varrikenn ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Meu 2014 da 11:54 (UTC)
Ma n'eo ket bet tennet eo chomet, ma n'eo ket chomet eo bet tennet. Sklaer evel lagad an naer. Ha pa seller, e weler eo bet tennet. Neuze, neptuegezh eo lavaret kement-se. Ober orbidoù gant "evit ober gant" a lakafe da grediñ e klasker tremen lost al leue dre c'henoù Yann Lenner, ha kuzhat un dra bennak, pezh n'hall ket bezañ evel-just. 193.49.223.190 27 Meu 2014 da 15:51 (UTC)
- Istor an anvioù-lec'hioù abaoe 1980 zo danvez ur pennad da sevel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Meu 2014 da 15:56 (UTC)
- Dre ma seblant Trec'hlid mitonet bezañ ur mailh war anv al lec'hioù e Breizh, betek tremen da vestr nemetañ war an danvez (ar pezh a grog da vezañ kazus un tammig, ret eo hel lâret), e c'hello-eñ respont d'ar goulenn bet savet ganin-me uheloc'hik marteze : perak ha gant piv e oa bet divizet mont a Ruvieg da Ruzieg a-barzh fin ar gont ?--Prieladkozh (kaozeal) 27 Meu 2014 da 18:18 (UTC)