Kaozeal:Sac'higell
Pelec'h eo testeniet ar ger "sac'higell" gant ar ster-se?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:04 (UTC)
- E ti brezhonegerien. Pelec'h eo testeniet gant ur ster all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:09 (UTC)
- Ur respont holloueziadurel, mar plij.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:12 (UTC)
- Holloueziadureloc'h eget proviñs lakaet gourel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:14 (UTC)
- Ur respont holloueziadurel, mar plij.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:12 (UTC)
Respont kostez. "Pelec'h eo testeniet ar ger "sac'higell" gant ar ster a vez roet dezhañ er pennad-mañ?" N'eo ket re c'houlenn, evelkent.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:18 (UTC)
- Testeniet er wikipedia, benveg-deskiñ. Hag en ul levr a deuio e-maez e 2015. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:25 (UTC)
Wikipedia n'hall ket bezañ un daveenn evitañ e-unan, reolenn diazez d'an holl wikipediaoù (Ret eo kaout daveoù diavaez hag asur). Al labourioù diembann n'int ket degemerapl kennebeut [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:36 (UTC)
- Evel-just e kemerez da skridoù-te evel daveoù diavaez hag asur? Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:41 (UTC)
Mennozhioù mennadoù evit ar bloaz nevez: heuliañ reolennoù ar Wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:43 (UTC)
- Respont kostez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 16:45 (UTC)
- Daveennoù holloueziadurel
- Staligenn gant Vallée, Le Gléau ha Ménard, labourioù embannet war baper kent ganedigezh Wikipedia ha kent 2015.
- Gourel eo proviñs e geriadurioù Favereau, An Here ha Ménard.
- Ha mar bije ur bajenn *kloberezh evit treiñ ar yideg chutzpah, da zaveenn ret e trofe raktal ?
- — 2.13.200.75 2 Gen 2015 da 17:12 (UTC)
Gallout a rez krouiñ ar bajenn-se mar kerez. Gwashoc'h zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2015 da 17:26 (UTC)
Dec'h ha hiriv
kemmañTechet on da welout afer ar sac'higell en doare-mañ: pe anv a vez graet gant an implijerien eus an draig skañv, implijet gant skolidi da lakaat kreionoù? Sac’higell a vez laret en-dro din, traoù all e lec’h all : gwechall e veze lakaet er geriadurioù ar gerioù a veze implijet gant an dud ... hiriv e teu ur Pab emanvet da larout deoc’h pehini zo mat, ha peurvuiañ e lar deoc'h n'eus ken nemet an hini a laka-eñ en e c’heriadur, Aviel an amzerioù nevez.
Tud all a wel an afer gant lunedoù ar galleg. Ur ger gallek trousse zo, troet eo e geriadur Vallée: staligenn, stalikerez. Ret dimp ober gant poz Vallée, en deus studiet an afer (lakaomp e vefe studiet un afer o lakaat ur ger en ur geriadur). E pe vloavezh, ar geriadur-se? 1931. Sur on ne dalveze ket trousse gwechall kement ha trousse hiriv e galleg ar skolidi : ur voest koad o doa, anvet “plumier”, ha netra ken. Deuet eo an "trousse" skolidi er bloavezhioù 1960. Trousse a oa neuze ur voest pe ur c’hased da lakaat binvioù.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gen 2015 da 09:50 (UTC)
- Salud ha bloavezh mat dit.
- Kudenn arreadek badumeg vs. yezh skoueriek eo kement-mañ da'm meno, e framm un holloueziadur war ar marc'had.
- 'Ba' du-mañ e vez bannet ar bara fouich gant ar sklochoù, brezhoneg reizh eo du-mañ, hogen n'afen ket d'e lakaat en un holloueziadur hollek evel Wikipedia.
- Ha reizh eo degemer en un holloueziadur ur ger a vez lavaret hepken en-dro d'un implijer hepken, pa rank pep holloueziadur reiñ daveennoù ? Testeniekaet eo ar ger staligenn gant tri geriadurour (da nebeutañ), ha gallout a reer gwiriañ (ar pezh am eus graet hiziv). Petra 'soñjo ar skoliad pa vo bet nac'het ar ger "sac'higell" en devo skrivet en ur boelladenn ? "Staligenn" a vo bet kavet gant ar gelennerien.
- Ouzhpenn-se, splann eo ster stal-ig-enn : ur stal vihan hepken ma kaver ar rikoù ; dispis ha nevez-c'hoveliet eo "sac'hig–ell" da'm skouarn : ur sac'h vihan... ?
- « Lunedoù ar galleg » : distro d'ar badumeg, ha da liveoù ur yezh ; hag anaout a rez ar gerioù gallek bourgeron (ur vantell dev, kostez Tours), dorne (un davañjer, kostez La Roche-sur-Yon) pe c'hoazh foarre (ur blouzenn hir, kostez Chartres) ?
- Kleiz eo nac'hañ labour ar c'heriadurourien, ha pa vefe bet embannet o labour e 1931 : kemmet eo danvez an dra a goad da vezell, hogen chomet eo ar meizad anezhañ, a zo splannoc'h e staligenn eget e *sac'hellig — da'm meno bepred. 2.13.82.233 3 Gen 2015 da 10:41 (UTC)
- Petra 'soñjo ar skoliad pa vo bet nac'het ar ger "sac'higell" en devo skrivet en ur boelladenn ? "Staligenn" a vo bet kavet gant ar gelennerien.
- Krediñ a rez gouzout petra 'sonj skolidi ha kelennerien (ha tud all c'hoazh moarvat), met marteze ne soñj ket ar skolidi eveldout, nag an holl gelennerien, ha ne soñjont ket "nac'h ar gerioù" a gomprenont. N'eo ket diaes en ur wikipedia lakaat an holl c'herioù degaset gant an implijerien (n'eo ket benveg prevez Yann XVII Geriadurour), ha leuskel an dud da zibab goude evel a geront. Kement-se evel-just n'a ket da greñvaat galloud ar Bibion : moarvat eo gant skiantourien e vez savet ar yezhoù skiantel, met anvioù gerioù ar pemdez a zo dindan galloud an implijerien bemdeziek.
- An hini zo gouest da gavout splann ster stal-ig-enn a gavo ken splann all ster ar ger "sac'hig–ell" : hir eo listennad ar gerioù en igell/ikell evel ar re en igenn/ikenn : betek bugale zo gouest da gompren anezho holl. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gen 2015 da 11:15 (UTC)
- Petra 'soñjo ar skoliad pa vo bet nac'het ar ger "sac'higell" en devo skrivet en ur boelladenn ? "Staligenn" a vo bet kavet gant ar gelennerien.
C'hoazh ur wech, kaer 'zo degas da soñj, Wikipedia n'eo ket ul lec'h da vrudañ traoù dianav [2], na da zegas traoù diembann [3]. Lec'hioù all a zo evit se. Dianav eo ar ger "sac'higell" en degouezh-se (evit ar sterioù anavezet, gwelet izeloc'h), nemet ar c'hontrol a vefe prouet dimp. Degaset eo bet uheloc'h ar pezh a gaver er geriadurioù. Er bed ar skolioù brezhonek pe bed ar c'helenn dre vras eo ret anzav ne gaver nemet "trousenn" pe "troñsenn" (ha perak ne vefe ket pa gaver "troñsad" evit "trousseau"?): bed ar vuhezourien [4], Diwan [5], Ofis ar brezhoneg [6], dielloù aodoù-an-arvor dwb ar skol [7], ar crdp [8], skol an emsav [9]…
Anavezet eo ar ger "sac'higell" e lec'hanvadurezh. Savet eo evel "fankigell" pe "staotigell", da lavaret eo ur lec'hig ma chom dour da sac'hañ. Ur ster all en deus c'hoazh e-barzh geriadur Favereau.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Gen 2015 da 12:12 (UTC)
- Ya, ne vefe ket ar wech kentañ dimp kavout meur a ster d'ur ger, evel d'ar verb sevel.
- N'eo ket brudet plac'h bed ar vuhezourien ( http://bed.ar.vuhezourien.free.fr/01_kasourien/04_geriaoueg/pdf/trousenn.pdf) evel geriadurourez met marteze e labour dindan renerezh skiantel DK ;
- Souezhus eo ne vefe ket "nac'het ar gerioù" skrivet fall, pe digavadus er geriadurioù, gant kelennerien Diwan, anavezet ken brav gant da alter ego 2.13.82.233.
- Wikipedia n'eo ket ul lec'h da vrudañ traoù dianav : an traoù dianav a chom dianav dre ma nac'h tud zo ober anaoudegezh ganto.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gen 2015 da 13:11 (UTC)
- Kemer gerioù hag a servij d'envel traoù all evit envel traoù hag o doa anvioù a-hend-all a-raok dija, setu un doare ober hag a blijfe a-walc'h d'ar Shadoked.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 3 Gen 2015 da 19:32 (UTC)
- Un ali skiantel roet dindan renerezh peseurt geriadurour? Mont a rafes da gas an ali-se d'an dud o deus graet al labour-mañ ( http://bed.ar.vuhezourien.free.fr/01_kasourien/04_geriaoueg/pdf/trousenn.pdf) ez anv personel, pe gant da anv wikipedus? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gen 2015 da 19:39 (UTC)