Kaozeal:Salm

Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Bianchi-Bihan

Ar bajenn "salm" a zlefe bezañ miret evit ar ger brezhonek "salm" (barzhoneg relijiel), ha neket evit ur bajenn disheñvelout (evit gerioù dibouez a-walc'h an holl anezho).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Eos 2013 da 11:53 (UTC)Respont

Gwir eo, gerioù ar re all a vez dibouez atav da lod. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Eos 2013 da 14:15 (UTC)Respont
Ruz e oa an holl liammoù gant an anv "Salm", ar pezh a ziskouez mat ne oa ket ar mor o sevel, an holl war-bouez unan (ha c'hoazh e oa Salm-Salm) savet... ganin. Kadarnaet eo kement-mañ gant ar stadegoù (er wiki gallek, "psaume" 'zo bet gwelet 2365 gwech e miz Gouhere 2013, ha "salm" 298 gwech hepken). Peadra da grediñ c'hoazh ur wech eo ar wiki brezhonek ur skeudenn eus ar pezh a gaver re alies e Breizh, tremen a ra ar brezhoneg bepred war-lerc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Eos 2013 da 15:40 (UTC)Respont
Ne gomprenan ket perak e c'haller tremen kement a amzer o klask laou e pennadoù ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Eos 2013 da 15:42 (UTC)Respont
N'eus pennad ebet d'«ar re all» er wiki brezhonek. Ul labour stroll eo. Ma soñj meneget uheloc'h a oa evit gwellaat an holloueziadur hag evit difenn lec'h ar brezhoneg er wiki brezhonek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Eos 2013 da 15:50 (UTC)Respont
Gwir eo, e labour ar re all, a felle din laret. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Eos 2013 da 15:54 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Salm".